Harki a zo ur ger implijet evit komz eus un Aljerian a oa en em angajet eus 1957 betek 1962, en arme Bro-C'hall. Servijout a rejont ivez en Aljeria c'hall en un aozadur sivil. Dont a ra ar ger "harki" eus an arabeg haraka hag a dalvez « fiñv ». Implijet e oa ar ger-se dija evit komz eus brezelioù bihan etre meuriadoù pe enebourien diavez.

Soudard kozh a orin Harki bet oc'h ober brezel e-pad an Eil Brezel bed

En em angajiñ a rae an Harkied en arme c’hall dre gontrad miziek da adneveziñ hep kaout ur statud soudard. Er penn-kentañ e veze implijet an « harka-où » evit difenn ar c’hêriadennoù, a vagadoù-stourm da argadiñ dindan kiriegezh ofiserien c’hall da c'houde.

Un Harki yaouank e 1961

E Bro-C'hall « harki » a zo « Gallaoued vuzulman broellaet » (FMR) pe « Broellourien a orin norzhafrikan » (RONA). En Aljeria ez eo deuet « harki » da vezañ heñvelster gant treitour ha kenlabourer. En ur gontañ ar "Pieds-noirs" europat, ar yuzevien hag an holl vuzulmiz lealour, a rankas Bro-C'hall degemer 2,5 milion a dud. Ober a reas war-dro ar re gentañ met dileuskel a reas ar re all. 42 500 Harkis a c'hellas dont da Vro-C'hall memes tra.

En septembre 2021, Emmanuel Macron président de la France « demande pardon » aux harkis et annonce une loi de « reconnaissance et de réparation ».

An Harki-ed e-pad brezel Aljeria (1954-1962) ha goude kemmañ

E miz Kerzu 1961 e oa 63 000 Harki en arme Bro-C'hall. Ouzhpenn an Harkied e oa ivez ar soudarded vuzulman hag a oa 85 000 anezho e 1960. En holl, e-pad ar brezel, he doa arme Bro C'hall enskrivet 60 000 Harki e-touez 263 000 muzulman angajet. Arme Bro-C'hall he deus tutaet ivez war-dro 3 000 den hag a oa bet tud en FLN hag en ALN. Met lod anezho a zo bet lazhet dre zial adalek 1962. Hervez Maurice Faivre e veze kontet peder gwech muioc'h a vrezelourien vuzulman e kampoù Bro-C'hall eget eus tu an FLN. Ministrerezh an arme a lavar e vefe marvet 4 500 soudard muzulman evit Bro-C'hall e-pad ar brezel, hag ouzhpenn 600 anezho a oa bet kollet.

Nebeut a amzer goude dizalc'hidigezh Aljeria kemmañ

Goude ar 5 a viz Gouere 1962 e kreskas an niver a lazhadegoù Harkied betek Here eus ar memes bloavezh. En holl, niver an Harkied lazhet goude an harz-tennañ, bet lazhet dre zial, a oa etre 10 000 ha 150 000. Kalz a Harkied a zo bet harzet ha lakaet en toull-bac'h ivez.

Doareoù d’o lakaat da zont da Vro-C’hall kemmañ

E 1962, ne oa raktres skarzhañ na gwareziñ ebet evit an Harkied hag o familhoù, hag ar gouarnamant a oa bet tapet fall gant dilestradeg ar vroellourien repuad. 15 000 da 20 000 eo niver ar familhoù eus an Harkied, pe war-dro 90 000 den, a c'hellas mont da vevañ da Vro-C'hall eus 1962 betek 1968. Ar brasañ niver a chomas en Aljeria ha degadoù a viliadoù anezho a zo bet drouklazhet.

An Harkied e Bro-C'hall adalek 1962 kemmañ

 
Kamp Rivesaltes e-lec'h ma 'z eus bet degemeret Harkied adalek 1962

A-benn ar fin e c’hellas 91 000 Harki hag o familhoù mont da vevañ da Vro-C'hall eus 1962 betek 1968. D’an 31 a viz Genver 1964 e resevas ar brefeded ur paper digant ar ministr François Missoffe e-lec'h e oa lâret ne oa ret dezho adlojañ an Harkied nemet goude bezañ adlojet an holl b-"pieds-noirs" hag a c'houlennfe ul lojeiz pe a vefe lojet fall.

Devezh gouestlet d'an Harkied kemmañ

D’ar 25 a viz Gwengolo bep bloaz e vez un devezh gourc'hemennoù evit an Harkied. Ar prezidant Jacques Chirac en devoa divizet se d'an 31 a viz Meurzh 2003.

 
Monumant an Harkied e Saint-Pons-de-Thomières

Sell an FLN e-keñver an Harkied kemmañ

En Aljeria n’o devoa ket bugale an Harkied ar gwir da gaout ur gelennadurezh uhel, diskoliet ma vezent abred a-walc'h, goude bezañ dilezet gant ar gouarnamant c'hall. Ar familhoù n'ho devoa ket gwir da vont da Aljeria evit douarañ an Harkied a veve e Bro-C'hall hag a varve eno.

Gweladenn Abdelaziz Bouteflika e Bro-C'hall e miz Mezheven 2000 kemmañ

D'ar 16 a viz Mezheven 2000, er skinwel gall, e-keit ma oa prezidant ar republik aljerian, Abdelaziz Bouteflika, o weladennañ en un doare ofisiel Bro-C'hall, a zisklêrias ne oa ket prest c'hoazh pobl Aljeria da asantiñ e c'hellfe Harkied dont en-dro da Aljeria. Keñveriet eo bet, gant ar prezidant aljerian, an Harkied gant ar genlabourerien c’hall dindan dalc'hidigezh an nazied etre 1940 ha 1944. Fuloret e oa an Harkied da c'houde peogwir e nac'hent ar geñveriadenn-mañ.

Testenioù ha romantoù kemmañ

  • Fatima Besnaci-Lancou, Fille de harki, rakskrid gant Jean Daniel ha Jean Lacouture, embannadur diwar l’Atelier, eil embannadur Gwengolo 2005.
  • Fatima Besnaci-Lancou, Nos mères, paroles blessées, une autre histoire de harkis, rakskrid gant Claude Liauzu, embannadur Zellige, Gwengolo 2006.
  • Fatima Besnaci-Lancou, Treize chibanis harkis, rakskrid gant Gilles Manceron, emb. Tirésias, Du 2006.
  • Fatima Besnaci-Lancou (dir.), Des vies - 62 enfants de harkis racontent, rakskrid gant Boris Cyrulnik, emb. diwar l'Atelier, C'hwevrer 2010.
  • Farid Boudjellal, Le cousin harki, emb. Futuropolis, Meurzh 2012 (bandenn treset).
  • Daniel Blancou, Retour à Saint-Laurent-des-arabes, emb. Delcourt, Paris, Meurzh 2012.
  • Hacène Rabah Bouguerra, La forfaiture du corbeau, romant, emb. Bénévent, 2011.
  • Nordine Boulhais, Histoire des harkis du Nord de la France, emb. L'Harmattan, esa, Gwengolo 2005.
  • Nordine Boulhais, Des Harkis berbères de l'Aurès au Nord de la France, emb. Presses universitaires du Septentrion, étude, Gwengolot 2001.
  • Karim Brazi, Le vilain petit Berbère, romant, Gwengolo 2007.
  • Jacques Duquesne, Pour comprendre la guerre d'Algérie, emb. Perrin, 2001.
  • Maurice Faivre, L’Histoire des harkis, Guerres mondiales et conflits contemporains, Genver 2002.
  • Kader Hamiche, Manifeste d'un fils de Harki fier de l'être, embannet à compte d'auteur, Mae 2007.
  • Messaoud Kafi, De berger à harki, rakskrid gant Fatima Besnaci-Lancou, embannet à compte d'auteur, Gwengolo 2009.
  • Dalila Kerchouche, Mon père, ce harki, emb. du Seuil, Gwengolo 2003.
  • Dalila Kerchouche, Leïla, avoir 17 ans dans un camp de harkis, emb. du Seuil, Here 2006.
  • Paulette Péju, Ratonnades à Paris, diarogañ eus Les Harkis à Paris, rakskrid gant Pierre Vidal-Naquet Postface eus François Maspero emb. La découverte.
  • Brahim Sadouni, Destin de Harki, emb.Cosmopole, 1añ Here 2002.
  • Brahim Sadouni, Une blessure profonde, emb. Frédéric Serre, Mae 2011, 215 pajenn.
  • Saliha Telali, Les enfants de harkis : entre silence et assimilation subie, emb. L'Harmattan, Mae 2009.
  • Taouès Titraoui ha Bernard Coll, Le Livre des Harkis, emb. Jeune Pied-Noir - BP 4 - 91570 Bièvres.
  • André Wormser, Pour l'honneur des harkis, 1 an de combats, 45 années de lutte, emb. Sillages, Meurzh 2009.