An Harlem River zo ur strizh-mor e kêr New York, 13 km dezhi, etre an Hudson River hag an East River, hag etre karterioù Manhattan hag ar Bronx. Un darn eus an Harlem River eo an "Harlem River Ship Canal". Daoust d'an anv "River" (rinier) n'eo ket ur stêr met ur strizh-mor, gant tre ha lanv. Ar memes tra a c'hoarvez gant an East River, ur strizh-mor ivez.