Harper Lee zo ur skrivagnerez stadunanat ganet e Monroeville en Alabama e 1926, ha marvet er memes kêr e 2016.

Harper Lee medalennet gant George Bush e 2007, 47 vloaz goude embann he romant nemetañ

He romant nemetañ To kill a mocking bird (Lazhañ un evn goapaer), embannet e 1960, en deus degaset brud vras dezhi er broioù saoznek da gentañ hag er bed a-bezh da c'houde. En he romant e tanevell, gant selloù ur bugel, un nebeud sizhunioù eus buhez an alvokad Atticus Finch, lakaet da zifenn ur paotr du tamallet dezhañ bezañ gwallet ur vaouez wenn.

E 1999 e voe loreet he romant evel "Romant gwellañ ar c'hantved" gant al Library Journal.