Hasaw Chan K'awil (682 - 734) a oa unan eus renerien vrudetañ ar riez a oa Tikal he c'hêrbenn, e-pad diwezh ar marevezh Maya klasel. Gant e ren e echu ur prantad a 130 a vloavezhioù ma'z eo dianav anv rouaned ar gêr. E-pad e ren e kreskas galloud ha levezon Tikal er rannvro adarre goude bezañ faezhet keoded maya enebour Calakmul e 695.

Templ eus Tikal

Kent ma oa bet dazlennet ar skritur maya e oa anavet evel Rener Tikal A pe dre e lesanv Ah Cacao.

Daou savadur eus Tikal zo liammet da Jasaw Chan K’awiil. Templ Tikal zo ur savadur e stumm ur biramidenn gant diri klasel e giz Petén a oa implijet evit beziañ anezhañ, daoust ma n'eo ket sklaer e gwirionez ha savet e oa da vezañ implijet e-giz-se. Templ Tikal II a dalvezas da veziañ e wreg, lesanvet "Intron Daouzek Ara" ("Lady Twelve Macaw" e saozneg ).