Ur yezh aostronezek eus skourr ar yezhoù polinezek eo an hawaieg (‘Ōlelo Hawai‘i) komzet gant tro-dro da 15.000 den en holl (1.000 evel yezh kentañ) e Hawaii.

Ur yezh en arvar eo an hawaieg, aet war digresk an niver a dud a ra gantañ evel yezh kentañ eus 37.000 er bloavezhioù 1990 da 1.000 hiziv. Ouzhpenn-se ez eo ouzhpenn 70 vloaz oad an hanter eus an dud se. Abaoe pell dija en deus ar saozneg kemeret plas an hawaieg e c'hwec'h enezenn diwar ar seizh ma vez tud o vevañ enne. N'eo nemet e Ni‘ihau m'o deus kendalc'het an dud d'ober gant o yezh en un doare ingal.

Graet ez eus bet muioc'h-mui a strivoù er bloavezhioù tremenet evit reiñ un tamm lusk d'ar yezh adarre ha savet ez eus bet skolioù dre soubidigezh ha klevet e vez un tamm muioc'h a hawaieg war ar skingomz ivez.

Peurliesañ avat e vez techet ar re a zo o teskiñ an hawaieg evel eil yezh d'ober hervez boazioù ar saozneg ha war gemmañ ez a ar yezh tamm-ha-tamm ivez dre se e meur a geñver.

Skrivet e vez an hawaieg en un doare unvan gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn, dreist-holl evit diskwel ez eo hir ur vogalenn.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ