Hawiz Normandi (pe Havoise), ganet en 977, ha marvet e Roazhon d'an 22 a viz C'hwevrer 1034, a oa merc'h da Richarzh I (dug Normandi), ha da unan eus e « frilla », Gunnor, ur briñsez a wad uhel e-touez ar Vikinged.

Dimeziñ a eure da Jafrez Iañ (dug Breizh), pa zimezas he breur Richarzh II (dug Normandi) da Judit Breizh.

Bugale kemmañ

Pevar bugel o doe:

  • Alan III , dug war-lerc'h e dad,
  • Eudes, pe Odo, kont Pentevr,
  • Evenus, pe Even
  • Emma dimezet da Ives, beskont Kustentin, e Normandi.

Trederannerez kemmañ

Pa varvas an dug e voe dugez da c'hortoz ken na vije bras a-walc'h o mab Alan III, da ren ar vro.