Hedvig Ulrika De la Gardie

Hedvig Ulrika De la Gardie (Stockholm, Sveden 1761 – Stockholm 1832) a oa un dimezell a enor svedat. Pried e oa da Gustaf Mauritz Armfelt. Gouarnerez priñsed tiegezh roue Sveden e oa etre 1799 ha 1803.

Hedvig Ulrika De la Gardie

He buhez kemmañ

Merc'h e oa d'ar c'hont Carl Julius De la Gardie ha d'ar gontez Magdalena Christina Stenbock.

Dimezell a enor e oa gant ar rouanez Sofia Magdalena Danmark, pried Gustav III .

E miz Eost 1785 e timezas e Palez Drottningholm da Gustaf Mauritz Armfelt. Armfelt en doa c'hoant da zimeziñ dezhi abalamour d'he renk ha d'hec'h anv ; doujañs outi en doa, karantez n'en doa ket, hag ur pried-kleiz en doa, anvet Magdalena Rudenschöld.

Hedvig Ulrika avat a gare he fried hag a chomas feal dezhañ ; habask, tavedek ha leal e oa.

En 1792 ez eas da-heul he fried da Naplez, ma oa bet anvet da gannad, evit e bellaat eus al lez. Eno e krogas Armfelt da iriennañ gant Katelin II, impalaerez Rusia. Fiziet en doa paperioù en Hedvig, ha hi o c'huzhas en douar en o liorzh. Ar mevel o lakaas en douar avat a werzhas an dihelloù hag a lakaas paper gwenn en o lec'h. Evel-se e voe dizoloet irienn Armfelt.

Urzh a oa bet roet da gregiñ en he fried, met hennezh a deuas a-benn da skampañ kuit. Se zo kaoz e voe-hi bac'het meur a wech en Roma ha Venezia, e-pad he beaj eus Italia da Riga, en Livonia, en 1794. Kondaonet e voe he gwaz d'ar marv in absentia en abeg d'e drubarderezh, hag harluet e voe eus Sveden ha difennet outi ober gant e anv. Dre ma oa bet dimezell a enor gant ar rouanez e voe aotreet da virout he goprig-emdennañ hag un toullad gwenneien a voe roet dezhi da veajiñ gant an Dug Karl. Axel von Fersen ar Yaouankañ an hini a reas war-dro an afer-se e Sveden. Hi avat a gave dezhi e oa digablus he fried, en-ofisiel da vihanañ.
O chom e oant e Kaluga, dindan warez Katelin II. Hedvig Ulrika a reas evit he fried meur a wech. Mont a reas da welout an tsar Pavel Iañ Rusia da c'houlenn doareoù-bevañ gwelloc'h, e 1796, met kaeg a reas.

En 1797 e voe diskleriet e oa Gustav IV Adolf prest da ren, ha di d'e gaout da gaout aotre da zistreiñ da Sveden, da c'hallout kemer anv he fried, ha da gaout promesa ne vije ket klasket kregiñ ennañ ken hag e vije laosket Armfelt da vevañ e lec'h a garfe, nemet e Sveden ha Rusia, da ehanañ an heskinerezh a-enep dezhañ . Neuze e teuas a-benn da gaout aotre digant an tsar da leuskel Armfelt da guitaat Rusia, hag e 1798 ez eas gantaén da Verlin.

En 1799 e tistroas Hedvig da Sveden ma voe anvet e penn lez bugale ar rouaned. Asantiñ a reas kemer ar garg gant ma vije laosket he fried, Armfelt, da zistreiñ da Sveden.