Heinrich Aldegraver

Heinrich Aldegraver pe Aldegrever (1502 e Paderborn, marvet etre 1555 ha 1561 e Soest) a oa ul livour hag un engraver alaman eus mare an Azginivelezh.

Emboltred, 1537

E vuhez kemmañ

Mab d'ar botaouer Herman Trippenmäker ha d'e wreg Katharina e oa. Soñjal a reer e studias an tresañ hag an engraviñ e Soest, dre ma ne oa kouch livourien ebet e Paderborn.

Pa oa 19 vloaz e voe degemeret e stal-labour al livour Ludger tom Ring gozh. Marteze e kasas e vloavezhioù kompagnunaj war an hentoù en Izelvroioù, ha marteze e voe levezonet gant oberennoù Joos van Cleve ha re Jan Gossaert.

Aldegraver a labouras goude-se e Soest, hag a oa d'ar mare-se ur gêr a-bouez e Westfalia. E iliz Wiesen emañ an aoter d'ar Werc'hez a savas e 1525. En oberenn-se e santer al levezon katolik, padal e kemmas kredenn Aldegraver goude-se, hag e teuas da vezañ protestant. Er memes koulz e chomas a-sav gant al livañ hag e stagas gant an engraviñ, hag e engravadurioù kentañ a voe levezonet bras gant re Albrecht Dürer. Pa dielfenner doare Aldegraver da labourat ez eus peadra da soñjal e kejas gant Dürer e Nürnberg. Pe marteze e voe levezonet gant oberennoù Dûrer, tra ken. Doare Aldegraver da sinañ : AG, a zo damheñvel ouzh hini Dürer (AD) : marteze e oa un doare d'e enoriñ.

Etre 1526 ha 1527 e voe lakaet da vourc'hiz e Soest. Neuze e voe degemeret e kouch al livourien.

Levrlennadur kemmañ

  • Fritz, Rolf: Heinrich Aldegrever als Maler, Dortmund 1959
  • Heppe, Karl B.: Heinrich Aldegrever : die Kleinmeister und die Kunsthandwerker der Renaissance. - Unna : Kulturamt, 1986. - ISBN 3-924210-18-7
  • Kösters, Klaus (Hrsg.): Bilderstreit und Sinnenlust : Heinrich Aldegrever (1502-2002); Ausstellungskatalog. - Unna : MediaPrint-Verl., 2002. - ISBN 3-935019-65-3
  • Lorenz, Angelika (Hrsg.): Heinrich Aldegrever : katalog an diskouezadeg aozet da-geñver e 500vet deiz-ha-bloaz - Münster : mirdi rannvro Westfalia an arzoù hag ar sevenadur, 2002. - ISBN 3-88789-140-6

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.