Heinrich von Preußen (1726-1802)

Ur pennad Heinrich von Preußen zo ivez.

Heinrich von Preußen (1726–1802) pe Heinrich Prusia, pe Herri Prusia, a oa ur jeneral prusian, mab da Friedrich Wilhelm Iañ, roue Prusia, ha da Sophie Dorothea von Hannover, ha dre-se breur da Frederig II Prusia (1712–1786), a renas war-lerc'h o zad.

Heinrich von Preußen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHeinrich von Preußen Kemmañ
Anv ganedigezhFriedrich Heinrich Ludwig von Preußen Kemmañ
Anv-bihanHeinrich Kemmañ
Titl noblañspriñs Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Gen 1726 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBerlin Kemmañ
Deiziad ar marv3 Eos 1802 Kemmañ
Lec'h ar marvRheinsberg Kemmañ
Lec'h douaridigezhRheinsberg Palace Kemmañ
TadFriedrich Wilhelm Iañ Kemmañ
MammSophie Dorothea Hannover Kemmañ
PriedWilhelmine von Hessen-Kassel Kemmañ
Bugeltalvoud ebet Kemmañ
KarMargravine Elisabeth Louise of Brandenburg-Schwedt Kemmañ
FamilhTiegezh Hohenzollern Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherdiplomat Kemmañ
Grad milourelletanant jeneral, major jeneral Kemmañ
BrezelFirst Silesian War, Second Silesian War, Brezel Seizh Vloaz, War of the Bavarian Succession Kemmañ
Korf an armePrussian Army Kemmañ
Prizioù resevetRoyal Order of the Seraphim, Order of Saint Alexander Nevsky, Order of St. Andrew, Order of the Black Eagle Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadPhiladelphia Museum of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Heinrich von Preußen, poltredet gant Johann Heinrich Tischbein an Henañ, 1769
Signature Friedrich Heinrich Ludwig von Preußen (1726–1802)
Signature Friedrich Heinrich Ludwig von Preußen (1726–1802)

E vuhez kemmañ

Ganet e oa e Berlin, hag eñ 13vet bugel ar roue-soudard. En 1740 ne oa nemet 14 vloaz, pa voe anvet da goronal gant e vreur.

E 1752 e timezas e Charlottenburg da Wilhelmine von Hessen-Kassel (1726-1808). Bevañ a raent e Rheinsberg, profet dezho gant ar roue. Bugel ebet n'o doe. Heinrich a oa breur muiañ karet Friedrich, war-lerc'h o c'hoar henañ Wilhelmine, hogen bec'h a savas etrezo meur a wech. N'en doa ket fiziañs Heinrich en ampartiz e vreur bras war ar brezeliañ na war e bolitikerezh diavaez. En 1753 ec'h embannas e eñvorennoù, sinet « maréchal Gessler ».

E 1786, pa oa 60 vloaz, e voe kaoz ur predig d'e gas da vout anvet da roue pe da brezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Taolioù kaer ar soudard kemmañ

 
Palez ar Priñs Heinrich e Berlin, m'emañ Skol-veur Humboldt hiziv.

Pa darzhas ar Brezel Seizh Vloaz en 1756 edo Heinrich e penn ur vrigadenn ac'h argadas Priñselezh Saks. D'ar 16 a viz C'hwevrer 1757 e voe anvet da letanant jeneral. A-bouez e voe e berzh en emgann Praha, ur marzh d'ar soudarded hag ofisourien.

Goude bout faezhet en emgann Kolin, e kemeras penn ar giladeg gant ar feldmarschall James Keith. En emgann Rossbach, d'ar 5 a viz Du 1757, edo Heinrich e penn soudarded an askellad dehoù a reas an argadenn a gasas d'an trec'h. Gloazet e voe avat, ma rankas chom ur pennad e Leipzig da zigleñvel betek nevez-amzer 1758. Goude pareet e voe kaset da gemer penn ur rejimant da Saks. Ken brav e c'hoarias ouzh ar C'hallaoued ma kemeras dugelezh Braunschweig-Luneburg. Argadiñ a reas arme an impalaer santel ha trec'h e voe warni war lez ar stêr Main, en 1759.

En emgann Kunersdorf, d'an 12 a viz Eost goude bout trec'h war un askellad eus armeoù unanet Aostria ha Rusia, ec'h aspedas Heinrich e vreur Friedrich II da baouez gant an emgann, met ar roue en devoa kaset keloù da Verlin e oa deuet an trec'h gant Prusia, hag a c'hourc'hemennas mont d'an emgann. A-benn ar fin eo an armeoù unanet a voe trec'h war arme Prusia, ken en em gavas ar vro hep difenn ken. Eñ an hini a voe karget da aozañ ar faezhadenn, ha diwar neuze e fizias Frederig ennañ da gas arme Prusia d'an emgann war talbenn ar reter. Ha mat e reas rak emgann ebet ne gollas ken e vreur. Trec'h e voe war ur bagad aostrian en emgann Hoyerswerda, e Gwengolo 1759, hag unan all e Pretzsch (Elbe) e miz Here.

En 1760 edo e penn ur c'horfarme a 36 000 soudard en Silezia, karget da zerc'hel penn ouzh ar Rused ha da eveshaat ar stêr Oder.

Daoust ma oa ar bihanañ niver gant arme Prusia e teuas a-benn da zerc'hel a-enep ar Rused, a zieubas Breslau a oa gronnet gant arme Aostria.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.