An Heliadezed eo an anv a vez graet eus ar seizh merc'h en deus bet an doue Helios, an Heol, pe gant Rode, pe gant an Okeanidenn Klymene. C'hoarezed Faethon int.

C'hoarezed Faethon troet e gwez-pupli, gant Santi di Tito (eil hanterenn ar XVIvet kantved).

Pa varvas o breur ne oa den evit o frealziñ: dourek e ouelent, ha dizehan, ken e kaledas o daeroù en ur roc'h, ha ma voent troet e gwez-pupli.

Ar seizh anezhe kemmañ

Goude ma kemm o niver hervez an oberourien e anavezer seizh anezhe:

Kontañ a reer ur mab, Helias, da bevare pe c'hwec'hvet eus an Heliazien.

Nav int ma konter Lampetia ha Faethousa ouzhpenn.