An heliom zo un elfenn gimiek monoatomek, disliv, dic'hwezh, divlaz, hogozik diemlusk, n'eo ket pistrius. He eo e arouez ha 2 e niver atomek.
Emañ e deroù heuliad ar gazoù nobl en Taolenn beriodek.

Heliom
Hidrogen - Heliom - Litiom

He
Ne
Taolenn beriodek, Heliom

Un neon hag a ya en-dro gant heliom
Laser heliom-neon

E boentoù birviñ ha teuziñ eo ar re izelañ e-touez an elfennoù ha n'eus anezhañ nemet dindan stumm gaz, nemet en amveziadoù divoas ha rust-kenañ e vefe. An amveziadoù-se zo ret ivez evit krouiñ an nebeud liezelfennoù heliom hag a zo holl distabil pa vez reizh ar gwrezverk hag ar gwask.
Daou izotop stabil en deus an heliom. Ar stankañ eo an heliom 4 hag ar rouesañ eo an heliom 3.
A-bouez eo emzalc'h an daou seurtad heliom 4 tanav (heliom I ha heliom II) evit ar glaskerien a studi ar mekanikoù kwantek, anadenn an dreistberusted dreist-holl, stad tizhet gant an heliom er poent lambda e 2,1768 K, war-dro −271 °C (da −270,9732 °C evit bezañ resis) hag evit ar re a studi efed ar gwrezverkoù tost d'ar zero klok war danvezioù all (evel an dreistherended).

Goude an hidrogen ez eo an heliom an elfenn stankañ en hollved, hag ar gaz nobl ar skañvañ eus an daolenn beriodek. En hollved a vremañ, hogozik holl an heliom produet zo disoc'h teuzadur nukleel an hidrogen er stered. War an Douar, e oa bet krouet da-heul digenstagadur skinoberiant an elfennoù pounneroc'h evitañ : ar rannigoù alpha zo nukleüsoù heliom a zeu diwar digenstagadur an uraniom, an toriom hag eus hini o elfennoù mibien. Goude e grouidigezh e vez bac'het ul lodenn anezho gant ar gaz naturel e feurioù tolpadur a ya betek 7% dre volum.

Istor kemmañ

Dizoloet e voe an heliom (eus ar gresianeg ἥλιος, hélios "Heol") evit ar wezh kentañ gant Pierre Jules César Janssen, ur steredoniour gall, e kurunenn an Heol e-kerzh ar fallaenn a c'hoarvezas d'an 18 a viz Eost 1868 ha, nebeut goude, gant ar steredoniour saoz Sir Joseph Norman Lockyer, dindan stumm ur roudenn velenn dianav er skalfad.
Kinniget e oa an anv helium, nebeud amzer goude, gant hemañ ha gant ar c'himiour Sir Edward Frankland, diwar skouer anv arouez an Heol er vitologiezh c'hresian : Helios[1].

Dizoloet e voe e vezañs war an Douar e 1895 gant ar fizikour skosat Lord Rayleigh hag ar chimiour slosat Sir William Ramsay.
Abaoe ez eus bet kavet pikoloù pourvezioù heliom e gweleadoù gaz naturel Stadoù-Unanet Amerika, a zo deuet da vezañ e-giz-se ar pourchaser brasañ eus ar gaz-se er bed. E 1960 e tivizjont sevel ur c'huzhiad en deus tizhet ur milmilion a m3, e 1995, da lavaret eo war-dro 180 000 tonnennad gaz.
An Helium Privatization Act e 1996 a roas an aotre da voulc'hañ ar pourvezioù-se adalek 2005.

Koulskoude, e dibenn 2006, e savas berrentez war an heliom e bed ar skiantourien, hag en hini an embregerezhioù war a seblant, ar pezh en deus graet un danvez strategel eus an heliom.

Talvoudegezh kemmañ

Implijet e vez an Heliom :

  • da waskreizhañ ar mirlec'hioù kriogenek ;
  • er stad liñvek, e kriogeniezh, da yenaat ar mein-touch dreistheren a vez implijet, da skouer, evit ar SDV ;
  • gant oksigen evit fardañ heliox, ar gaz implijet da splujañ don-kenañ er mor ;
  • ar memes meskad a implijer e mezegiezh da zivec'hiañ ar glañvourien o devez poan oc'h analat, abalamour ma tremen an heliom en hentoù an analañ en un doare aesoc'h evit an azot pa vezont strishaet ;
  • e surjianerezh, bannoù heliom ionizet produet gant ur sinkrosiklotron a vez implijet evit prederiañ yoc'hennoù al lagad[2] ;
  • en deiziadiñ dre ar skinoberiuster ;
  • evit kavout fuadurioù, er c'horzennoù pe er c'hanioù da skouer ;
  • evel gaz da c'hwezhañ baloñsoù evezhierezh an hin hag aerlistri ;
  • evel gaz douger evit ar gromatografiezh c'hazek ;
  • evel gaz gwareziñ evit a bep seurt traoù er greanterezh (evel ar soudañ dre wareg ha kresk ar felpennoù silikiom) ;
  • mesket gant an neon el laserioù He-Ne, a skign war 632,8 nm ;
  • gant meuzioù zo : stagadenn d'ar boued aotreet dindan an dave E939 evit gallout gwiriañ didreuzusted ar pakadoù implijet.

Implij er vezegiezh kemmañ

Roet e vez heliom da analañ dindan stumm meskadoù, enne 20% oksigen d'an nebeutañ, d'ar glañvourien o devez poan oc'h analat abalamour m'eo stanket pe strishaet o hentoù analat uhelañ pe izelañ. A-drugarez d'e c'hludegezh izel, an heliom a aesa ar strivoù evit analat.

Dañjerioù stag ouzh analadur an heliom kemmañ

Pa vez analet ur c'hementad heliom bihan e teu ar vouezh da vezañ skiltroc'h e-pad ur pennadig rak ar c'herdin-mouezh a fraoñv buanoc'h gant ar gaz-se, abalamour da zouester izeloc'h an heliom e-keñver hini an aer. Dinoaz eo pa ne vez lonket ken kementadoù bihan, rak ur gaz diemlusk eo an heliom. Analat kementadoù brasoc'h avat en ur wezh a c'hallfe degas ur vougadenn verr, a laka unan da vaganiñ. Bez' ez eus bet degouezhioù emboliezh an empenn ha kudennoù grevus eus ar skevent e-touez an dud o deus analet heliom dindan gwask (en un doukenn).

Notennoù kemmañ

  1. BRAHIC André & DANIEL Jean-Yves, Planètes et Satellites — Cinq leçons d'astronomie, Vuibert, 2001, 359 fajenn, pajenn 47 (ISBN 978-2-7117-5287-4)
  2. kartografiezh - Heliom

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok