Hell Let Loose
Hell Let Loose zo ur c'hoari video doare FPS liesc'hoarier sevenet gant ar studio aostralian Black Matter Studio hag embannet gant Team17 war ar savenn Microsoft Windows. Aergelc'h ar c'hoari a zo an Eil brezel-bed. Evit dont a-benn da seveniñ ar c'hoari e voe savet ur rastellañ arc'hant war internet dre al lec'hienn Kickstarter e miz Here 2017. US$220 000 a oa bet rastellet en holl. Ar c'hoari a zo bet embannet er stumm alpha e miz Meurzh 2018 hag e stumm early access d'ar 6 a viz Even 2019. Implijet ez eo bet al lusker video Unreal Engine 4 a-benn sevel ar c'hoari.
Titl | Hell Let Loose |
---|---|
Tachenn | first-person shooter, action game, strategy video game |
Ti-embann | Team17 |
Bro orin | Aostralia |
Deiziad embann | 6 Mez 2019, 27 Gou 2021 |
Amleder | Steam, Microsoft Store |
Review score | 76/100, 56% |
Diorroer | Black Matter |
Savenn | Microsoft Windows, Xbox Series X and Series S, PlayStation 5 |
Software engine | Unreal Engine 4 |
C'hoariusted | c'hoari video liesc'hoarier |
Diaz embann | embannadur niverel |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Lec'hienn ofisiel | https://www.hellletloose.com/ |
Funding scheme | crowd funding |
Business model | early access |
Genver 2022, Black Matter en doa gwerzhet ar c'hoari d'an embanner Team17, hag an embregerezh a oa bet o arc'hantaouiñ 6 studio evit kenderc'hel gant diorroadur ar c'hoari abaoe 2023.