Helle Thorning-Schmidt

Helle Thorning-Schmidt (distaget [ˈhɛlə ˈtoɐ̯neŋ ˈsmed] e daneg), ganet e Rødovre d’ar 14 a viz Kerzu 1966, zo bet e penn ar strollad danat Socialdemokraterne pe Socialdemokratiet (strollad sokial-demokrat) eus 2005 da 2015. Kentañ ministr Danmark eo bet eus miz Here 2011 betek miz Mezheven 2015.

Helle Thorning-Schmidt, Kentañ Ministr Danmak

Studioù skiantoù politikel he deus graet e Skol-Veur Kopenhagen hag e Skolaj Europa e Brugge. Goude-se he deus labouret evit ar strollad sokial-demokrat e Parlamant Europa e Brusel. Etre 1997 ha 1999 e oa o labourat evit ar sindikad danat Landsorganisationen i Danmark (LO). Etre 1999 ha 2004 e oa dilennet e Parlamant Europa, en anv ar strollad sokial-demokrat. Dilennet e oa bet da Barlamant Danmark, ar Folketing, e miz Ebrel 2005. Adalek ar bloavezh 2005 ivez eo bet e penn ar strollad Socialdemokraterne. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr d’an 3 a viz Here 2011, goude trec’h he strollad e dilennadeg ar 15 a viz Gwengolo 2011. E Mezhevn 2015 e oa bet kemeret he lerc'h gant Lars Løkke Rasmussen.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


En he raok:
Lars Løkke Rasmussen
Kentañ ministr Danmark
3 a viz Here 2011 – 28 a viz Mezheven 2015
War he lerc'h:
Lars Løkke Rasmussen