Herakleitos pe Herakleitos Efesos (Ἡράκλειτος ὁ Ἐφέσιος / Hērákleitos ho Ephésios e gregach, latinekaet en Heraclitus, ganet war-dro 535 ha marvet war-dro 475 kent JK, a oa ur prederour hellazat raksokratek, genidik a Efesos, en Ionia, en arvor Azia Vihanañ. A renk uhel e oa e dud. N'ouzer ket gwall dra eus e yaouankiz nag e zeskadurezh. Eñ a lavare e oa en em zesket e-unan hag e oa un den a furnez. Abalamour d'e vuhez digenvez, d'e breder kevrinus ha d'e zispriz ouzh gouenn an dud dre vras e voe lesanvet "an Hini Teñval", pe "ar Prederour Leñver".

Herakleitos, livet gant Raffaello.

Livadurioù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.