Ur pennad Herodez zo ivez.

Herodez Antipas pe Antipater (henc'hresianeg : Ἡρῴδης Ἀντίπατρος Hêrôdês Antipatros ; -21 - 39) a oa tetrark Galilea ha Perea adalek 4 kent JK.

Herodez hervez James Tissot (1886–1894).

Mab e oa da Herodez Veur ha d'e bevare pried ar Samaritanez Malthákē. Eil pried Herodiadez e oa.

Sevel a reas Tiberias war lez kornôk Mor Galilea, en enor d'an impalaer Tiberius.
Eñ an hini a c'hourc'hemennas marv Yann ar Badezour hervez an Testamant Nevez (Aviel Mazhev, XIV, 1-12).

Dimeziñ a reas d'an Nabateanez Phasaelis, a oa merc'h da Aretas IV, eus Petra, met he c'has kuit a reas evit addimeziñ d'e nizez Herodiadez, merc'h d'e hantervreur Aristobule IV, ha dre-se merc'h-vihan da Herodez Veur. Herodiadez a oa neuze pried da hantervreur Antipas, Herodez Boethos, a guitaas en e vev, ma savas trouz d'ar mare. Mamm e oa da Salome.