Hexe Lilli
Hexe Lili (en alamaneg), pe Kika Superbruja e spagnoleg, zo ur rummad levrioù gant ar skrivagner alaman Knister, brudet en Alamagn hag e Spagn dreist-holl. Embannet eo bet an hanter anezho e galleg dindan an anv Magic Lili (un anv saoznek!) gant Hatier jeunesse.
E 1997 e voe embannet gant Knister e levr kentañ, "Kika Superbruja detective".
An istorioù kemmañ
Kika zo ur plac'hig a gav ul levr huderezh dindan he gwele. Ennañ ez eus ur breoù a ro tu dezhi da veajiñ en amzer.
Klask a ra mirout ouzh he zud da gavout he levr, ha n'eo ket aes, ha peoc'h ebet n'he devez gant he breur bihan Dani.
Ur rummad levrioù zo ivez gant troioù Kika hag he breur, Kika Superbruja y Dani. Atav e vez rannet al levrioù etre pevar pe bemp pennad.
Filmoù kemmañ
Tresadennoù bev a zo bet graet hag ur film gant Walt Disney zo deuet er-maez e 2009. Graet eo ar film gant an Aostrian Stefan Ruzowitzky, ha tammoù a c'haller gwelout amañ: Offizielle Seite zum Film. Deuet e oa er-maez e Spagn e miz Even 2009. Goude eo bet tro ar broioù all en Europa. Skignet eo ar film gant Walt Disney Pictures.
Ar rummad levrioù kemmañ
Notennoù kemmañ
Gwelout ivez kemmañ
Liamm diavaez kemmañ
- Gwivan ofisiel ar film: [1]