Hilde Coppi (ganet Rake, 30 a viz Mae 1909 e Berlin – drouklazhet d'ar 5 a viz Eost 1943 e Berlin-Plötzensee) a oa ur stourmerez enepnazi alaman da vare an Trede Reich. Asambles gant he gwaz Hans Coppi e kemeras perzh er Rote Kapelle.

Hilde Coppi

He buhez kemmañ

Hilde Rake a gasas he bugaleaj e Mitte e Berlin. Goude he skoliata e labouras evel skorerez war ar c'helenn yezhoù e-pad al lod brasañ eus ar bloavezhioù 1930. Pa oa o labourat evit Kef kretadur implijidi Berlin e kejas ouzh Hans Coppi, hag a oa o paouez mont kuit eus an toull-bac'h. Ken abred hag e 1933 e oa aet-hi e darempred gant izili KPD.

Dimeziñ a rejont d'ar 14 a viz Even 1941 hag e sikourjont tud a veze heskinet gant an Nazied. E-pad ar brezel e kemerjont perzh er Rote Kapelle. D'an 12 a viz Gwengolo 1942 e voe harzet Hilde Coppi, he mamm, Hans Coppi, e dud hag e vreur. D'ar mare-se e oa dougerez Hilde hag he mab Hans Coppi a voe ganet e toull-bac'h maouezed Berlin d'ar 27 a viz Du 1942. Lazhet e voe Hans Coppi d'an 22 a viz Kerzu 1942, ha Hilde a voe kondaonet d'ar marv d'an 20 a viz Genver 1943. Aozet e voe ur sinadeg evit ma ne vije ket lazhet met Hitler a nac'has. Daleet e voe al lazhadenn bete miz Eost evit ma c'hallfe ober war-dro he mab, ha dibennet e voe d'ar 5 a viz Eost 1943 e toull-bac'h Plötzensee.

Liamm diavaez kemmañ