Hohkönigsburg, pe Haut Königsbourg e galleg, zo ur c'hastell eus ar Grennamzer e parrez Orschwiller en Elzas. Renevezet eo bet e 1900 ha gant an impalaer Wilhelm II e oa bet arc'hantet an nevezerezh. "Kastell meur ar roue" a dalv anv ar c'hastell en alamaneg.

A-us d'ar c'hastell ha war-zu kompezenn Elzas
Hohkönigsburg e-pad ar Goañv

Lec'hiadur ar c'hastell kemmañ

Uhelder : 757 m.

Lec'hiet eo war ur c'hrec'h uhel etre aradennad ar Vojoù ha kompezenn Elzas. Ken bellouriel e oa mard eo bet droukc'hoantaet gant ar galloudoù tost e-pad ar Grennamzer ha betek ar Brezel Tregont Vloaz. Dilezet eo bet a-c'houdevezh.

Istor ar c'hastell kemmañ

Ne ouezer ket abaoe peur ez eus eus ur c'hastell eno. Ar wech kentañ ma oa bet skrivet un dra bennak diwar-benn ur c'hastell el lec'h-mañ a oa e 1147. Echuet eo bet ar c'hastell e-kerzh hanterenn gentañ an daouzekvet kantved. Ur c'hastell impalaerel evit ar familh Staufer (pe Hohenstaufen) e oa. An anv meneget e 1147 a oa Castrum Estufin.

Implijet e oa bet an anv Stophanberch (menez ar Staufen) e 774 hag e 854 ; roet e oa bet gant Karl Veur ar menez hag an douaroù tro-dro a oa e dalc'h penniliz Saint-Denis. Da gentañ e oa bet savet ur manati war al lec'hienn. Eus hemañ e c'halled bezañ mestr war lec'hioù hag hentoù kenwerzh ar rannvro.