Hudellouriezh an treid

Fetichegezh an treid pe podofiliezh, zo ur barafiliezh, anezhi ar c'hoant pe an trivliad reizhel o deus tud zo evit an treid. O flijadur reizhel a gavont e-giz-se hepken[1]. Paotred e vez an droadgarourien peurvuiañ, met plac'hed e c'hallont bezañ a-wechoù. E ster poblek ar ger[2] n'eo fetichegezh an treid nemet karantez an treid, an doug d'an treid hep ma vije forc'hus.

Ouzhpenn an treid, an divhar hag al loeroù, ar botoù ivez a c'hall broudañ ar c'hoant reizhel.
Kontez he skourjez . Skeudenn gant Martin van Maele evit levr Pierre Mac Orlan La Comtesse au fouet, Jean Fort, coll, Paris, 1926.

Ken tost eo an daou dermenadur-se m'en em veskont alies. Arabat e vefe o c'hemmeskañ avat. Fetichegezh an treid er ster poblek zo un dra reizh-kenañ ha n'eo ket disheñvel diouzh fetichegezh ar brennid pe da hini an divglun eo ar fetichegezhioù stankañ, da lâret eo diwar-benn lodennoù ar c'horf a vez c'hoantaet ar muiañ en darempredoù reizhel[3].

En arzoù kemmañ

Tud evel Goethe ha Baudelaire a zo bet brudet da vezañ troet gant treid ar maouezed.

Tud kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Trois essais sur la Théorie Sexuelle
  2. Alfred Binet, Le Fétichisme dans l'Amour
  3. William Rossi, Érotisme du pied et de la chaussure hag Alfred Binet, Le Fétichisme dans l'Amour