Navet lizherenn al lizherenneg latin eo I, i, distaget [i] pe [ɩ]. Diorroet e oa bet diwar batrom al lizherenn c'hresianek I (iota).

Dre fent e veze desket gwechall er skolioù : i... gant ur pik war e fri.

Yezhoù all kemmañ

E turkeg e vez graet an diforc'h etre un i gant ur pik (İ, i), distaget [i], hag un i hep pik (I, ı), distaget [ɩ].

Lizherennegoù all kemmañ

Implijet e vez ivez gant al lizherenneg kirillek evit skrivañ an ukraineg, ar c'hazac'heg hag ar belaruseg, distaget [i] ha kevatal d'al lizherenn I implijet evit skrivañ ar ruseg, bet implijet ivez al lizherenn-mañ gant ar ruseg betek ma oa bet skarzhet diouzh al lizherenneg e 1918.



Gwelet ivez kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.