Ifan ab Owen Edwards

Ifan ab Owen Edwards (1895-1970) a oa ur C'hembread, mab da Owen Morgan Edwards, ganet e Llanuwchllyn, e Sir Feirionnydd.
Anavezet eo dre m'en doa savet Urdd Gobaith Cymru, un aozadur kembraek evit ar yaouankiz er bloavezh 1922.

Delwennoù eus Owen Morgan Edwards hag e vab Ifan ab Owen Edwards

E penn ar gelaouenn gembraek Cymru'r Plant ("Kembre ar vugale") e voe etre 1920 ha 1950 ha gantañ e voe savet ar c'hamp vakañsoù kembraek kentañ e 1928 e Llanuwchllyn. Gantañ ivez e voe savet ar skol gembraek kentañ en Aberystwyth e 1939. Bez' ez eo unan eus ar re a savas ar film kembraek kentañ, Y Chwarelwr. Bez' e voe rener ar gompagnunezh skinwel Television Wales and the West ha sikour a roas da sevel abadennoù skinwel e kembraeg.

E vab, Owen Edwards, a zeuas da vezañ merour kentañ ar chadenn skinwel gembraek S4C.

Levrlennadur kemmañ

  • Norah Isaac, Ifan ab Owen Edwards (Caerdydd, 1972).

Liammoù diavaez kemmañ