Unan eus nav ilizoù-meur Breizh eo Iliz-veur Sant-Kaourintin, sez Eskopti Kemper ha Leon. Savet eo bet e Kemper (Kerne) war lec'hiad an iliz romanek dediet d'an Itron Varia (XIvet kantved). E-touez an ilizoù-meur gotek koshañ e Breizh eo gant hini Kastell-Paol hag hini Landreger.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Talbenn Iliz-veur Kemper
gant delwenn ar roue Gradlon etre an div gorzenn

Istor kemmañ

Diwar intrudu an eskob Rainaud, kañseller Per Iañ, dug Breizh eo bet kaset al lañs evit he sevel e 1239. Mont a ra buan a-walc'h al labourioù, met daleoù a zo bet gant an diaesterioù degaset gant Brezel hêrezh dugelezh Breizh er XIVvet kantved hag ar c'hleñvedoù-red. Kensakret eo bet ar chantele e 1287, met echuet eo bet e 1300 hag eo bet bolzet e 1410 dindan ren Yann V a Vreizh.

Mentoù kemmañ

  • Hirder (eus ar porched da c'houeled ar penn-chantele) : 92,45 m
  • Hirder ar groazenn : 36 m
  • Hirder an nev : 36 m
  • Uhelder ar c'hreiz (nev ha chantele) : 20,20 m
  • Ledander ar c'hreiz (nev ha chantele) : 8 m (nev), 9 m (chantele)
  • Uhelder pep tour : 40 m
  • Uhelder ar c'horzennoù : 35,40 m
  • Ledander an dremm : 34 m

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.