Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

86 313 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.


Pennad ar miz

An Taj Mahal
An Taj Mahal

An Taj Mahal zo ur savadur-kañv marbr gwenn en Agra, en India. Emañ war roll lec’hiennoù glad ar bed, savet gant UNESCO. "Kurunenn ar palezioù" eo ster an anv Taj Mahal, deuet eus ar perseg.

Brudet eo an Taj Mahal evel ur bravig eus an arz islamek en India hag unan eus pennoberennoù miret brav-eston eus glad ar bed. Ur mozoleon eo, da lavaret eo ur savadur-kañv, savet gant an impalaer moghol Shah Jahan (1592-1666) evit degemer bez e wreg muiañ-karet Mumtaz Mahal. Savet e voe eus 1632 da 1653, e doare an arz muzulman, da lavaret eo n’eus skeudenn ebet, met marbr kizellet a ya da ginklañ kement elfenn a zo er savadur. Emañ ar bez he-unan e-kreiz ar savadur,hag ennañ ez eus ivez ur voskeenn ; tro-dro d’ar savadur ez eus liorzhoù brav, gant ur voger tro-dro.

Mervel a reas Mumtaz Mahal ("sklêrijenn ar palez") e 1631, pa c’hanas pevarzekvet mab an impalaer. Neuze e voe roet urzh gant Shah Jahan da sevel ar monumant hag echuet e voe ar braz eus al labourioù e 1648. Ouzhpenn 20 000 a dud a voe o labourat war ar chanter. A-raok ma voe fin d’al labour e voe didronet Shaj Jahan gant unan eus e vibien ha toullbac’het. Pa varvas e 1666 e voe beziet en Taj Mahal ivez, asambles gant e wreg.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 13 Mae 2024 ha Keleier ar vro.

Simon Harris
Simon Harris

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

 Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
Wikipedia
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Wikimammenn Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad Wikispesad
meneger ar bev
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia