Improvised Explosive Device

Un improvised explosive device berraet e IED (Brezhoneg: Ardivink-Tarzh Primaozet) a vez graet eus ur vombezenn savet hag implijet e doareoù amreizh e-keñver gwir ar brezel pe an implijoù milourel boas. Gellout a reer sevel un ardivink-tarzh primaozet pe dre un doare milourel boas (un obuzenn) koublet gant un tarzher pe dre un doare amreoliek gant produioù kimiek. Darn eus an IED-où a vez implijet evel bombezennoù bordoù-hent. An ardivinkoù-tarzh primaozet a vez implijet e-pad emgannoù ha brezelioù sponterezh kreñv pe stourmoù disimetrek doare guerrilla pe o welet nerzhioù kommando war an dachenn emgann.

Improvised Explosive Device
weapon functional class
Iskevrennad eusbomb, explosive device Kemmañ
Anv berrIED Kemmañ
Ur c'harbed Cougar stadunanat bet tapet gant tarzhadenn un ardivink-tarzh primaozet en Irak e 2007.
Tarzhadenn un IED en Irak e 2007.
Ur soudard stadunanat a-us d'un ardivink-tarzh primaozet en Irak.

Na Trioblóidí/ Brezel Norzhiwerzhon kemmañ

 
Ur robot Wheelbarrow enep-IED e straedoù Norzhiwerzhon e 1978.

E-pad mare an Troubles (1968-1998) e oa bet implijet kalz an ardivinkoù-tarzh primaozet gant ar Provisional Irish Republican Army. Implijet e oa bet ganto mortarioù ha bombezennoù meret primaoazet. Izili an IRA gant an amzer o redek a oa bet o sevel kadoniezhoù nevez kement ha doareoù sevel arbenikaet muioc'h-mui evit ar vombezennoù (oc'h implij minennoù da skouer). Bombezennoù an IRA a implije ivez spanaeroù merkur pe micro switch, ar pal a oa e tarzhfe ar vombezennoù ma veze klasket fiñval anezho dre nep doare. Boaz e oa implijet munutennerien kegin gant 60 munutenn amzer a-raok an tarzh ur wech enaout an IED evit ma vefe amzer gant izili an IRA da derc'hout pell. Ouzhpenn ar vunuterienn-se e oa lakaet e-plas ardivinkoù enep-fiñv.