Inis Cathaigh pe Enez Cathaigh (Scattery Island e saozneg) zo un enezenn en aber ar stêr Sionainn en Iwerzhon. Emañ dirak aod Cill Rois, e kontelezh An Clár. Didud eo an enezennig-se bremañ met un tour-tan zo ha dismantroù ur manati, un tour hag ur savadur ma oa pezhioù-kanol.

Enez Cathaigh, gwelet eus an oabl
An dismantroù a weler bremañ en enezenn

Saoznekaet eo bet anv iwerzhonek an enezenn (Inis Cathaigh) en Iniscathy da gentañ, Iniscattery da eil, hag a-benn ar fin eo aet da Scattery (Island)[1].

Brudet e oa Inis Cathaigh gwechall, abalamour ma voe savet ur manati enni gant sant Senan, unan eus daouzek abostol Iwerzhon, ha ma voe perc’hirindedoù kristen enni adalek ar VIvet kantved. Aspadennoù a chom eus peniti ar sant hag eus ar savadurioù a voe savet da-heul, koulz hag eus un tour 36,5 metr uhelder, unan eus uhelañ tourioù kozh Iwerzhon.

Notennoù kemmañ

  1. Bunachar Logainmneacha na hÉireann / Placenames database of Ireland

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.