Inis Oírr (Inisheer eo ar stummm saoznekaet) eo an hini vihanañ hag an hini reterañ eus an Inizi Árainn in Bae Gaillimh, en Iwerzhon. An iwerzhoneg eo yezh pemdeziek an annezidi, un 300 bennak a dud.

Inis Oírr eo an hini reterañ eus an Inizi Árainn

Abred e voe kristenaet Inis Oírr, evel an div enezenn all, ha sant patrom an enez eo Caomhán, breur sant Caoimhín (Kevin), diazezer manati brudet Gleann Dá Loch (Glendalough). Dezhañ e oa gouestlet an iliz anvet Teampall Chaomháin ha ne chom nemet rivinoù anezhi.

Gallout a reer mont eus an douar-bras da Inis Oírr gant listri a loc'h diouzh porzh Ros a' Mhíl, e Conamara pe diouzh porzh Dúlainn e kontelezh An Clár, pe diouzh an div enezenn all. Bras eo plas an touristerezh e buhez an enez ha dont a ra kalz tud yaouank da beurzeskiñ iwerzhoneg enni.

Skeudennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ