Inizi Fernando de Noronha

Fernando de Noronha zo un enezeg enni 21 enezenn pe enezennig er Meurvor Atlantel, perc'hennet gant Brazil, 354 km diouzh aod stad Pernambuco, ha stag outi.

Ar c'herreg anvet Morro Dois Irmãos an daou vreur, e Fernando de Noronha
Enezeg Fernando de Noronha, e stad Pernambuco.
Fernando de Noronha, gwelet eus an oabl
Ar praia do Sancho, hag an daou vreur.

An anv kemmañ

Dont a ra an anv diwar hini ar moraer portugalat Fernão de Noronha.

Douaroniezh kemmañ

Anvioù an inizi kemmañ

  • Ilha Rata
  • Ilha da Conceição (do Morro de Fora)
  • Ilha de São José
  • Ilha do Chapéu do Nordeste
  • Ilha Trinta-Réis
  • Ilha Rasa
  • Ilha Chapéu do Sueste
  • Ilho dos Ovos
  • Ilha do Meio
  • Ilha do Lucena
  • Ilha do Cuscuz
  • Ilha Cabeluda

Traezhegi kemmañ

 
Praia da Conceição, gant ar Morro do Pico, lec'h uhelañ Fernando de Noronha gant 321 m.

Istor kemmañ

Dizoloet e vije bet an inizi e 1500 gant ar moraer portugalat Gaspar de Lemos a oa kabiten war vourzh unan eus al listri a oa dindan Pedro Álvares Cabral pa oa degouezhet e Brzail. Istorourien zo avat a soñj ganto e c'hoarvezos d'ar 24 a viz Gouhere 1503 gant Gonçalo Coelho, goude ar verdeadenn arc'hantet gant Fernão de Noronha.

Aloubadegoù kemmañ

Aloubet e voe an enezeg dre veur a wech:

  • e 1534 gant ar Saozon,
  • etre 1556 ha 1612 e voe dalc'het gant ar C'hallaoued,
  • e 1628 ha 1635 gant Izelvroiz,
  • e 1700 e teuas en-dro Portugaliz,
  • e 1736 ar C'hallaoued adarre
  • adalek 1737 Portugaliz.

Bac'h kemmañ

A-raok bezañ ur baradozig touristed eo bet ur c'hamp-bac'h etre 1737 ha 1942 (adalek 1938 evit prizonidi bolitikel hepken, dindan an Estado Novo).

Hervez ar gelaouenn 'O Cruceiro', eus an 2 a viz Eost 1930, e oa un ifern, tra ma konte ar gouarnamant e veze renet ur vuhez yac'h gant ar vac'hidi.

 
Prizonidi en enezeg