Io (Ίώ / Iố e gregach) a oa unan eus serc'hed Zeus e gwengelouriezh Hellaz. Gantañ e voe troet da annoar. Merc'h e oa d’an doue-stêr Inac'hos, nemet merc'h Piren a vez graet anezhi gant Hesiodos. Ur c'hoar he doa, Mykene hec’h anv.

Io ha Zeus, gant Antonio da Correggio.
Yaou ha Io, gant Ambrogio Figino.

Mojennoù kemmañ

Belegez e oa e templ Hera en Argos, ha Zeus a daolas evezh outi ha ne voe ket pell o vont da greskiñ bagad e serc’hed niverus. Alies ez ae an doue d’he gwelout, gantañ tres ur goumoulenn. Ken ec’h erruas an deiz ma voe darbet dezho bezañ tapet a-greiz o c’hoarioù gant Hera, e wreg. Ha Zeus da dreiñ Io en annoar, unan wenn vrav, evit mirout ouzh ar chabouz. Tapet Hera ha ne welas mann, met diskred a oa ganti memes tra, ken e c’houlennas al loen evel prof. Gouzout a ouie troioù he gwaz abaoe an amzer. Pa voe aet an annoar goant gant Hera e talc’has Zeus da vont da welout anezhi e kuzh, troet en un tarv. Hera neuze a roas al loen da ziwall da Argos Panoptes (« an hini a wel pep tra ») ramz e gant lagad, evit he diwall diouzh Zeus.

Goulenn a reas Zeus ouzh e vab Hermes mont da lazhañ Argos. Mont a reas ar mab sentus da gontañ istorioù ken borodus, ouzh son an delenn, ken e vanas kousket ramz e gant lagad. Ha Hermes ha dibennañ ar paourkaezh den. Evit enoriñ he servijer feal, petra a reas Hera, nemet tapout e gant lagad d'o lakaat war lost he labous muiañ karet, ar paun.

Evit kas an dorzh d'ar gêr e reas d'ur vouienn mont da flemmañ Io dizehan. Neuze, gant ar boan hag ar gounnar, e tec'has-hi hag e redas broioù e-leizh. E-pad he zec'hadenn en em gavas gant Prometheüs a oa chadennet ouzh Menez Kaokaz, hag a lavaras dezhi e teuje da vaouez en-dro un deiz bennaket hag e vije gourvamm un haroz meur, Herakles, hag a deuje diwezhatoc'h d'e zichadennañ eus ar menez.

Hec'h anv he deus roet da Vor Ioania ha da strizh-douar ar Bosfor (Roudour ar vuoc'h). A-benn ar fin setu-hi degouezhet en Egipt, ha Zeus a droas anezhi e maouez en-dro, hag eno e c'hanas o mab Epafos. Hi an hini a skignas en he bro nevez kehelerezh Demeter, anvet «Isis» ganti. Se zo kaoz e vez hevelebekaet ouzh Isis pe Hathor, hag he mab Epafos ouzh Apis.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Robert Graves, Les Mythes grecs, Librairie Générale Française, La Pochothèque, 2002, ISBN : 2253130303

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.