Irkoutsk (Иркутск e rusianeg, distaget [ɪrˈkutsk]) a zo unan eus kêrioù brasañ Siberia. Pennlec'h Oblast Irkoutsk eo ha 606 137 a dud a oa o vevañ enni e 2013.

Irkoutsk
kêr, kêr vras
Deiziad krouiñ1661 Kemmañ
Anv er yezh a orinИркутск Kemmañ
DiazezerJakov Pokhabov Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Kêr-benn eusIrkutsky District, Irkutsk Urban Okrug Kemmañ
E tiriadIrkutsk Urban Okrug Kemmañ
Gwerzhid-eurIrkutsk Time, UTC+08:00 Kemmañ
War riblAngara, Irkut, Ushakovka, Irkutsk Reservoir Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°17′0″N 104°18′0″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhDmitry Berdnikov Kemmañ
IsrannoùQ4376063, Oktyabrsky Okrug, Sverdlovsky Okrug, Leninsky Okrug Kemmañ
A zo stok ouzhIrkutsky District, Angarsky District Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the October Revolution Kemmañ
Kod-post664000–664999 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://admirk.ru/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Irkutsk Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Irkutsk Kemmañ
Kod pellgomz an takad3952 Kemmañ
Category for honorary citizens of entityQ32482000 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Irkutsk Kemmañ
Map
Gwel eus Irkoutsk.

Douaroniezh kemmañ

Emañ Irkoutsk 55 km eus ribloù Su al Lenn Baikal ha 182 km eus an harzoù gant Mongolia. E kember ar stêrioù Angara hag Irkout emañ, tennañ a ra he anv eus ar stêr diwezhañ-mañ.

Graet eo ar vro gant torgennoù goloet gant taiga Siberia ar reter, pa'z eo gweledva Siberia ar c'hôrnog ur stepenn digor ha kompez.

Istor kemmañ

Ur c'hontouer evit ober kenwerzh ar feurioù gant ar vBouriated a voe savet e 1652. En em staliañ a reas Kozaked eno. Statud ur gêr a voe roet da Irkoutsk e 1686. Ezporzhiet e veze aour, ivor ar vammouted ha sebelinez da Vro-Sina.

Er XIXvet kantved e teue kalz marc'hadourien ha klaskerien aour da glask dastum danvez. An Tsared a gase ar brizonidi hag an eneberien bolitikel da labourat er houarnegi . Un tan-gwall a zistrujas ar gêr e 1879 hag adsavet e voe gant tiez e mein. E 1917 e c'hoarvezas stourmoù gwadek etre ar re wenn hag ar re ruz. Andishaet e oa Aleksandr Koltchak, penn an arme enepbolchevik, e Irkoutsk e 1920.

Demografiezh kemmañ

Hin kemmañ

Etre un hin izarktikel ha kevandirel emañ Irkoutsk. Miz Gouere eo an hini tommañ (gwerzverk keitat 18°C) ha miz Genver an hini yenañ (gwerzverk keitat -19°C).

Tud brudet kemmañ

Bet ganet en Irkoutsk :

Bet marvet en Irkoutsk :

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.