Isauria (Ισαυρία), zo ur vro gozh eus ar menezioù e-kreiz Azia Vihanañ en Henamzer, etre Frigia en hanternoz, Kilikia er c'hreisteiz, Likaonia er sav-heol, ha Pisidia er c'huzh-heol. Klotañ a ra gant Proviñs Antalya e Turki hiziv.

Kaoz a veze eus Isaura gozh (Ίσαυρα Παλαιά e gregach, Isaura Vetus e latin) hag Isaura Nevez (Ίσαυρα Νέα e gregach, Isaura Nova e latin). Dont a ra an anv eus ur bobl, an Isaured, a ziskenne eus ar menezioù da breizhañ ar broioù nes a oa dindan beli Makedonia pe Roma goude.

Aloubet eo Isauria er bloaz 76 kent J.-K. gant ar c'hoñsul roman Publius Servilius Vatia, lezanvet abalamour da se Isauricus.