An islonk (liester : islonkoù) a zo al ledennadoù izel ha toull a c'heller gwelout pe faltaziañ. Eus an uhelennoù, da lavaret eo war naou ar menezioù e vez merzet an islonkoù a zo en traoñ. Meur a zen a ya da vezevelliñ pa wel un islonk tost dezhañ. Kenster dezhañ eo ar ger isfont(où).

Islonk, Ontario, Kanada

Toull didanzouar kemmañ

Un toull dindanzouar eus ar re donnañ eo ivez ken ne c'heller ket gwelout e foñs. Ergerzhout an islonkoù naturel a gaver stank er menezioù graet gant mein-raz a zo obererezh ha plijadur ar speleologerien. E Genver 2007 eo bet tizhet 2170 m dindanzouar e Kaokaz Kornôg.
Desachañ a ra alies soñj an islonk santidigezh un aon da gouezhañ ennañ pe da vezañ kollet. Skeudenn al lec'h ma vije kaset an dud kondaonet goude o marvioù eo ivez e relijionoù zo (Yuzevegezh, sellet ouzh Gehenna, Kristeniezh, sellet ouzh ifern).
Kouezhañ en un islonk a zo unan eus an huñvreoù boutinañ.

Islonkoù kemmañ

Islonkoù ar mor ne vezont ket merzet nemet gant ar splujerien a c'hell mont don, pe en o unan pe gant ul lestr-spluj. Brasoc'h eo an holl islonkoù mor eget re ar menezioù pa 'z eus fozioù-mor donnoc'h eget an islonkoù a zo dindan an amzer (kaniennoù, kanyonoù, dinaou sonn).

Ster dre skeudennadur kemmañ

En un doare difetis e vez kaoz eus un islonk pa 'z eus merzerezhioù disheñvel-tre etre an dud e-keñver traoù damheñvel. Skouer : Etrezo ez eus un islonk e-keñver ar pezh a santont (pe a fell dezho kaout).

Sellet ivez kemmañ