Ismail Haniyah (bet ganet e 1962) (arabeg: إسماعيل هنية) a zo unan eus pennoù-meur ar Hamas. Ha daoust ma n'emañ ket e-touez ar re grisañ o folitikerezh e soñj ez eo ret distrujañ Stad Israel. Goude bezañ anvet kentañ ministr e tisklêrias Haniyah ne anavezfe ket Stad Israel ha ne lakafe ket ar Hamas da zilezel an armoù. [1][2]

Ismail Haniyah
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStad Palestina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denإسماعيل عبد السلام أحمد هنية Kemmañ
Anv-bihanIsmail Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Gen 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAl-Shati refugee camp Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarabeg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargPrime Minister of the Palestinian National Authority Kemmañ
Bet war ar studi eIslamic University of Gaza Kemmañ
Lec'h annezDoha Kemmañ
Strollad politikelHamas Kemmañ
RelijionIslam, Islam sunnit Kemmañ
BrezelIsraeli–Palestinian conflict Kemmañ
Ezel eusHamas Kemmañ


Politikerezh - Porched ar politikerezh

Aotrouniezh Vroadel Palestina


Ur pennad eus an heuliad:
Politikerezh ha gouarnamant
Aotrouniezh Vroadel Palestina

eo ar pennad-mañ

Prezidant: Mahmoud Abbas
Kentañ Ministr: Ismail Haniyah
Kuzul Kannaded Palestina
ADP
Roll strolladoù politikel
Dilennadegoù:
Prezidant: 1996 2005
Kannaded: 1996 2006
Emglevioù Oslo
Intifada Al-Aqsa
Stad Palestina

embann

Dibabet e oa bet d'an 21 a viz C'hwevrer 2006 evit dont da vezañ Kentañ ministr nevez Aotrouniezh Vroadel Palestina goude ma oa aet ar maout gant re Hamas dindan an anv Listenn ar c'hemm hag an adwel er vouezhiadeg bet dalc'het d'ar 25 a viz Genver 2006. [3]

Dilennet e oa bet Haniyah da vezañ penn al listenn ha neuze e oa sklaer e c'hellfe dont da vezañ kentañ-ministr goude ma oa bet roet e zilez gant Ahmed Qourei. Goude ma tapas an Hamas ar galloud e strizhenn Gaza eo torret eus e garg d'ar 14 a viz Mezheven 2007 gant ar Prezidant Mahmoud Abbas.

Ismail Haniyah

E vuhez kemmañ

Ganet e oa bet Haniyah e kamp repuidi Al-Chati e Ghaza. Repuidi e oa e dud deuet eno goude m'o doa tec'het kuit diouzh o zi en Achkelon e Stad Israel e 1948, da geñver ar Brezel arabek-hag-israelek. E 1987 e oa bet tapet gantañ e aotreegezh war al lennegezh arabek e Skol-Veur islamek Ghaza. E 1989 e oa bet bac'het e-pad tri bloaz gant Stad Israel abalamour da vezañ kemeret perzh el luskad palestinat ha kaset e oa bet en harlu da Liban goude bezañ bet leusket da vont er-maez e 1992. Ur bloaz war-lerc'h ec'h eas en-dro da c'h-Ghaza ma teuas da vezañ Rener ar Skol-veur islamek.

E 1997 e oa bet divac'het Cheic'h Ahmed Yasin, penn speredel Hamas, ha dilennet e oa bet Haniyah neuze da ren war e aferioù. E miz Gwengolo 2003 e oa bet gloazet gant ur vombezenn bet kaset gant aerlu Israel da glask lazhañ pennoù ar Hamas. Mont war greñvaat ec'h eas e garg er Hamas e-doug Intifada Al-Aqsa dre m'en em gleve mat gant Yasin hag ivez abalamour ma oa bet lazhet kalz a bennoù eus ar Hamas gant surentez Israel.