Israel Kantor , pe Israel Sardinas, pe Wilfredo Israel Sardiñas Domínguez (1949-2006) a oa ur c'haner salsa kuban, marvet e Miami (SUA). Bet oa o kanañ el laz Los Van Van.

Ganet e oa en Alturas de Canasi, e Kuba, ha bevañ a reas e La Havana e-pad e yaouankiz. E 1980 ez eas da ganañ el laz Los Van Van. E 1983 ez eas da vevañ da SUA.

Meur a Briz Grammy en deus bet.