Itron Varia Menez Karmel

Itron Varia Menez Karmel, pe Santez Mari Menez Karmel[1] a vez graet eus ar Werc'hez Vari enoret en iliz katolik savet war Menez Karmel e Palestina. Dont a ra eus ar ger Karmel pe Al-Karem a dalv kement ha 'jardin'.

Itron Varia Menez Karmel, e Beniaján, Spagn.

Urzh relijiel kemmañ

Urzhioù relijiel zo bet savet da enoriñ ar Werc'hez-se ha kavet e vezont en holl vroioù, leaned koulz ha leanezed.

Spagn kemmañ

E Spagn e vez graet anezhi pe Nuestra Señora del Monte Carmelo, pe La Virgen del Carmen pe Nuestra Señora del Carmen. Diwall a ra ar voraerien, ha lakaet eo bet da vaeronez an Armada Española, morlu Spagn.

Tost an holl gêriadennoù ha kêrioù eus arvor Spagn a enor ar Virgen del Carmen, gant prosesionoù bras ma vez douget an delwenn d'ar 16 a viz Gouhere[2], deiz ar pardonioù bras.

Broioù all kemmañ

Paeronez an Ejército de los Andes (Arme an Andoù) eo ar Werc'hez : honnezh e oa an arme renet gant ar jeneral José de San Martín a c'hounezas an dizalc'hted da Arc'hantina ha Chile. Rouanez ha pareonez Bro-Chile eo ivez, hini hec'h armeoù ; hini polis Colombia; en Perou eo “Patrona del Criollismo” ha "Maerez kêr Lima" ; en Bolivia eo paeronez an "Nación" (ar Vroad) hag hec'h armeoù ; en Venezuela eo paeronez an arme.

Italia kemmañ

En Italia e vez graet anezhi Nostra Signora del Monte Carmelo, pe Nostra Signora del Carmine, pe c'hoazh Madonna del Monte Carmelo pe Madonna del Carmine. Meur a santual zo gouestlet dezhi dre ar vro.

Lec'hioù kemmañ

Paeronez ar c'hêriadennoù spagnol-mañ eo Gwerc'hez Menez Karmel :

Patrom:Nueva columna

Delwennoù kemmañ

Itron Varia Menez Karmel (pe Virgen del Carmen) zo delwennoù dezhi e meur a lec'h. Sed amañ un toulladig:

Notennoù kemmañ

  1. D'ar 16 a viz Gouhere e Buhez ar Sent, Perrot-Moal, 1912.
  2. D'ar 16 a viz Gouhere e Buhez ar Sent, Perrot-Moal.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.