Ivan Vazov (bulgareg: Иван Вазов) a oa ur skrivagner bulgar, bet ganet d'ar 27 a viz Mezheven 1850 e Sopot, e-kichen Karlovo, ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1921 e Sofia. Tad al Lizhiri bulgarek a vez graet anezhañ.

Ivan Vazov

E 1870 e rankas kuitaat Sopot evit mont war studioù kenwerzh e Romania, daoust dezhañ bezañ troet war-du ar varzhoniezh. Eno e paouezas gant e studioù goude bezañ graet anaoudegezh gant an harluidi o stourm evit dieubiñ Bulgaria diouzh beli an Otomaned, Hristo Botev en o zouez. Pa c'hoarvezas dispac'h miz Ebrel 1876 e oa e Sopot e-lec'h ma oa ezel eus ar Poellgor Dispac'h lec'hel. Dre ma voe mouget an emsavadeg e rankas mont d'an harlu e Romania. Ur wezh ma voe dieubet Bulgaria gant an arme rusian, e 1879, e c'hallas annezañ e Bulgaria adarre. Meur a garg a voe fiziet ennañ gant ar velestradurezh nevez, darn anezho e Plovdiv, kêr-benn Roumelia ar Reter.
Ingal e kemeras perzh e politikerezh e vro, gant mennozhioù stag ouzh Rusia, pezh a redias anezhañ da vont d'an harlu tri bloavezh (1886-1889). Meur a wezh e voe dilennet kannad (1880-1886; 1894-1899). Dindan gouarnamant Konstantin Stoilov (1897-1899) e voe anvet da vinistr an Deskadurezh.
Ivan Vazov a voe awenet meur a rummad skrivagnerien gantañ ha gant an oberennoù a bep seurt savet gantañ (barzhonegoù, romantoù, pezhioù-c'hoari...). Enno e vez meulet kened Bulgaria koulz hag aberzh ar re o stourm evit he frankiz.

Oberennoù kemmañ

Romantoù kemmañ

  • Под игото, 1890.
  • Нова земя, 1896.
  • Светослав Тертер, 1907.

Danevelloù kemmañ

  • Митрофан и Дормидолски
  • Немили-недраги, 1883.
  • Чичовци
  • Нора