Jan van Scorel (1495 e Schoorl - 6 a viz Kerzu 1562 en Utrecht) a oa ul livour izelvroat. Peurliesañ e vez lavaret e voe degaset arz an Azginivelezh italian d'an Izelvroioù gantañ. Ne ouezer ket hag-eñ e voe stummet gant Jan Gossaert en Utrecht pe gant Jacob Cornelisz en Amsterdam, met heñvel eo e deknik ouzh o re, ha kejañ a reas ganto e-pad e vuhez. Van Scorel a veajas dre Europa goude e 20 vloaz, da gentañ da Nürnberg ha goude-se en Aostria. Eno eo e livas e daolenn a-bouez kentañ, anvet Sippenaltar. Giorgione a levezonas Van Scorel pa zeuas da Venezia. Van Scorel a guitaas Venezia goude-se, mont a reas da Roma hag ur birc'hirinded en Douar santel a reas ivez. Meur a daolenn diwar-benn Jeruzalem a livas goude-se.

Poltred Jan van Scorel, gant Anthonis Mor van Dashorst.
Poltred David Joris

Ouzhpenn Giorgione, Raffaello Sanzio ha Michelangelo Buonarroti a voe mistri dezhañ. E-touez ar pezh a livas e kaver temoù relijiel (Azeulerezh an tri roue, 1519; Maria-Madalen, war-dro 1528) hag ur Gweledva gant tournamant ha chaseour (1519-1520, Chicago, Art Institute)

Meneget eo e Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.

Mignon e oa da Jan Everaerts, ha kenskrivañ a rejont (Epistolarum libri duo).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.