Yann-Bêr Kalloc'h

(Adkaset eus Jean-Pierre Calloc'h)
Yann-Bêr Kalloc'h
Yann-Bêr Kalloc'h
Delwenn enoriñ Yann-Bêr Kalloc'h e Groe
Anv ofisiel Jean-Pierre Hyacinthe Calloc'h
Anv pluenn Bleimor
Ganedigezh 21 a viz Gouhere 1888
Groe (Bro-Gwened Bro-Gwened)
Marv 10 a viz Ebrel 1917 (28 vlez)
Urvillers (Aisne)
Yezh skrivañ Brezhoneg (gwenedeg), galleg

Yann-Bêr Kalloc'h a oa ur skrivagner hag ur barzh hag a skrive e brezhoneg. Ganet eo bet d'an 21 a viz Gouhere 1888 en Enez Groe (Mor-Bihan) ha marvet eo war an talbenn en Urvillers e Kanton Moÿ-de-l'Aisne en Aisne (Bro-C'hall)[1] d'an 10 a viz Ebrel 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ. Brudet eo da gentañ-penn evit e zastumad barzhonegoù Ar en deulin (Àr an daoulin).

Bez Yann-Bêr Kalloc'h e Groe

Soñjoù a-zivout ar Brezel Bras kemmañ

Yann-Bêr Kalloc'h, ne oa ket Abeozen. Ne oa ket ur peoc'hgarour anezhañ kerseet gant ar brezel. Kavet e vez arroudennoù brezelour en e skridoù.

  • "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."

Lec'h e dremenvan kemmañ

 
Fichenn hiniennel an is-letanant Kalloc'h, "marvet evit Bro-C'hall"[2]

"Maruet (...) etal Urvillers" hervez e vez e bered Groe ha douaret e Cerizy (Aisne)[1], met hervez an div fichenn hiniennel savet diwar e benn gant ant al lu gall e vefe marvet e Cerizy[3] (Aisne) pe e Cerisy (Somme)[4]. E rejimant a servijas en Oise hag en Aisne e 1917. E bro Cerizy (Aisne) edo e penn-kentañ miz Ebrel 1917[5]. Douaret e voe e Cerizy (Aisne). Adkavet e voe e laour e miz Mae 1923. Douaret e voe en-dro e Groe e miz Gouere 1923[1].

Oberennoù kemmañ

Barzhoniezh ha kanaouennoù kemmañ

 
  • Mem bro (1900)
  • Mor du (1900)
  • Plaintes (1902)
  • L'orphelin de la côte (1902)
  • La dernière parole de Jésus (1902)
  • Ker-Is (Ebrel 1902)
  • Les filles de Groix (1902)
  • Ar mor (1902)
  • La légende de Sainte Catherine (1904)
  • Le prêtre (1904)
  • Barde et prêtre (1904)
  • Au son de la harpe (1904)
  • Hirvoud (1905)
  • Dihunamb ! (1905)
  • Sant Eugen (1905)
  • Huneeh (1905)
  • Kan-Bale er chouanted (1905)
  • Au grand outrage 1906
  • Mon île adorée (1906)
  • Gourhemen a houil mat (1907)
  • Kenevo soudard Breih (1907)
  • Complainte de M.Noël (1907)
  • Gouil mat ! (15 a viz Eost 1907)
  • Nendeleg en harlu (1907)
  • Er voraerion (1908)
  • Merhed Groai (1908)
  • En eutreu Uzel, person Groé (1695-1717) (1909)
  • Ar en deulin / War an daoulin (1913)[6]
  • Les P'tits Poilus de 1915 (1915)

Pezhioù-c'hoari kemmañ

  • Er Flamanked (1906)
  • En Neu Veuer / An Daou Vezvier (1906)
  • Pardonet d'emb hun Offanseu (1909)

Skridoù arall kemmañ

  • Étude sur la Boussole Bretonne (1910)
  • Au barde-rieur (1911)
  • Les tueurs du Breton (1911)
  • Les Pêcheurs Bretons en Mauritanie (1913)
  • Lettres de Yann-Ber Kalloc'h à sa mère, en Études Celtiques n°31, 1995, p. 225-259

Anvioù-lec'h hag oberennoù kemmañ

Skrivet eo anv Yann-Bêr Kalloc'h er Panteon e Pariz war listenn ar skrivagnerien marvet er blaenenn e-pad ar Brezel 14.

Ur Monumant da Yann-Bêr Kalloc'h a oa bet staliet e Groe e 1967, anezhañ un delwenn kizellet gant Jean Gilles. En ekomirdi Groe ez eus un dalc'had Bleimor : diskouezet e vez objedoù dezhañ hag oberennoù diwarnañ, gant Zavier Langleiz da skouer, hag ur c'haier zo bet savet evit ober ur weladenn War roudoù Yann-Bêr Kalloc'h, er mirdi koulz ha war an dachenn.

Meur a straed e Breizh zo bet anvet diwarnañ. Er Mor-Bihan emañ an darn vuiañ anezho (15) : e Groe, evel-rezon, hag e Belz, er Bonoù, er Faoued, e Gwened, e Gwidel, e Kaodan, e Kewenn, e Kiberen, e Kistreberzh, en Oriant, e Ploue, e Pondi, e Pont-Skorf hag e Regini. Un nebeud straedoù zo anvet e-giz-se e lec'h all, e Penn-ar-Bed (8 : Brest, Douarnenez, Gwipavaz, Kemper, Lesneven, Plabenneg, Plouvien, Sant-Martin-war-ar-Maez), en Il-ha-Gwilen (2 : Pazieg, Roazhon) hag en Aodoù-an-Arvor (1 : Gwengamp).

Ur skolaj prevez Yann-Bêr Kalloc'h zo e Logunec'h.

Bleimor, e anv-pluenn, zo bet roet d'un urzh skaouted katolik ha breton krouet e Pariz e 1946.

Al lestr zo Yann-Bêr Kalloc'h a oa bet lakaet sevel gant Kompagnunezh verdeiñ ar Mor-Bihan ha Naoned. Etre 1970 ha 1998 e veze implijet ganti war linennoù-mor, hini Groe da gentañ hag hini ar Gerveur da c'houde.

Sonerezh kemmañ

Meur a varzhoneg dezhañ zo bet lakaet sonerezh warno. Me zo ganet e-kreiz ar mor eo an hini anavezetañ anezho, aet da ganaouenn dre labour Jef ar Penven. Gant Mona Kerys e voe enrollet evit ar wech kentañ war ar bladenn Kanenn Dahud, embannet gant Mouez Breiz e 1959. Gant Alan Stivell e oa bet roet brud d'an ton-se gant e bladenn Reflets a oa deuet er-maez e 1970. Abaoe eo bet kanet ha sonet gant meur a arzour evel Andrea Ar Gouilh, Gilles Servat, Yann-Fañch Kemener, Dan ar Braz pe c'hoazh Didier Squiban. E 2009 e oa bet troet ha kanet e gouezeleg Skos gant Julie Fowlis.

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ