Jean Balcou, ganet  d'an 7 a viz 1932, e Tredarzeg, a voe kelenner war al lennegezh breizhat c'hallek e Skol-veur Breizh-Izel, skrivagner hag enklasker staget ouzh ar [[Greizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek. O vezañ m'eo genidik eo eus Bro-Dreger, labouret en deus kalz war Ernest Renan. Kenlabouret en deus gant Yves Le Gallo, da sevel al levr Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne.

 Buhez  kemmañ

Remziad micherel kemmañ

Diouzh Envorennoù bugaleaj ha yaouankiz[1]ha enklaskoù war Renan e savas dindan renerezh Jean Fabre un dezenn. Diwarni e tennas kentañ buhezskrid ar skrivagner[2], unan eus ar Vrezhoned vrudetañ.
Renet en deus embannadur kenskriverezh Ernest Renan, ur 700 lizher bennak.
Graet en deus enklaskoù diwar-benn François-René de Chateaubriandd hag Élie Fréron.

Embannadennoù kemmañ

  • Renan et la Bretagne', Champion-Slatkine, 1992.
  • Renan, un Celte rationaliste, Roazhon, PUR, 1997.
  • Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, 3 levrenn, Pariz, Honoré Champion, 1987, adembannet e 1997, renet gant Jean Balcou hag Yves Le Gallo.
  • Renan de Tréguier, skeudennoù gant Jean Hervoche, Christian Pirot, 1999.
  • Le Légendaire breton, 2 levrenn, I, Les lieux, II, Les Héros, skeudennoù gant Jean Hervoche, Christian Pirot, 2002, 2005.
  • René, Chateaubriand, dastumad "Textes fondateurs", Pariz, Ellipses, Anagrammes, 2006, 80 p.
  • Ernest Renan, Souvenirs d’enfance et de jeunesse, Perroz-Gireg, 2006, 335 p.
  • Les Bretons et la Séparation : 1795-2005, asamblez gant Georges Provost, Yvon Tranvouez ha reoù all, PUR, 2006.
  •  Ernest Renan, Une biographie, Paris, Honoré Champion, 2017. (ISBN 978-2-7453-4598-1). Priz meur ar buhezskrid, Akademiezh gall, 2016

 Enorioù  kemmañ

  • Priz Broquette-Gonin, 1976
  •  Priz meur ar buhezskrid, Akademiezh gall, 2016.
  •  Komandour ar Palmez akademek
  • Kadoriad ar C'hengor Renan (1989-2018).
  • Keoded a enor ha medalennet a-drugarez Kêr Landreger.

Liammoù diavaez kemmañ

 Notennoù ha daveennoù  kemmañ

  1. Titl orin emvuhezskrid Ernest Renan: Souvenirs d'enfance et de jeunesse
  2.  « À 83 ans, Jean Balcou toujours sur les traces de Renan », Ouest-France, 28 Gouere 2015