Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Jenna Jameson, pe Jenna Marie Massoli hervez he gwir anv, a oa ganet d'an 9 a viz Ebrel 1974)[1],[2] zo un aktourez pornografek stadunanat, bet brudet evel ar gwellañ aktourez pornografek er bed[3],[4],[5], ma vez graet rouanez ar filmoù pornografek anezhi.

Jenna Jameson
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJenna Jameson Kemmañ
Anv ganedigezhJennifer Marie Massoli Kemmañ
Anv-bihanJenna Kemmañ
Anv-familhJameson Kemmañ
Titl noblañsrouanez Kemmañ
LesanvDaisy, Daisy Holliday, Daisy Maze, Jeanna Jameson, Jenna Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Ebr 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLas Vegas Kemmañ
PriedBrad Armstrong, Jay Grdina Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA, saozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, saozneg SUA Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, saozneg SUA Kemmañ
Bet war ar studi eBonanza High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1991 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2014 Kemmañ
Relijionkristeniezh, Katoligiezh, yuzevegezh Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ
KleñvedGuillain–Barré syndrome Kemmañ
FilmographyJenna Jameson filmography Kemmañ
Oberenn heverkHow to Make Love Like a Porn Star Kemmañ
Postelmailto:info@cravejenna.com Kemmañ
Manifestation ofDoueez Kemmañ
Dance styleerotic dancing Kemmañ
Jenna Jameson e 2008

Krog e oa gant ar filmoù-se e 1993, goude bezañ bet emziwiskerez ha patrom-luc'hskeudenner. Meur a briz he deus bet e-touez ar re a vez ingalet gant greanterezh ar filmoù pornografek e SUA. Savet he deus he c'hompagnunezh ClubJenna e 2000 gant an den a zo deuet da vout he fried, Jay Grdina, a-raok terriñ o eured. Da gentañ e oa krog gant he lec'hienn dezhi er genrouedad, goude he devoa graet war-dro lec'hiennoù aktourezed all, ha neuze sevel filmoù pornografek e 2001, hag an hini kentañ e oa Briana Loves Jenna (gant an aktourez pornografek Briana Banks), a reas berzh (a-hervez) e 2002. E 2005 e oa bet gounezet gant he c'hompagnunezh, Club Jenna, kement ha 15 milion a zolaroù. Bruderezh evit he lec'hienn hag he filmoù zo bet, gant he foltred, e Times Square, e New York City. Un abadenn a ra e Playboy TV, Jenna's American Sex Star, ma vez aozet ur genstrivadeg evit danvez-aktourezed pornografek a c'hounezo ur c'hontrad gant he Club Jenna .[6]. Goude-se e oa krog da c'hoari tammoù e filmoù boutin, evel film Howard Stern film Private Parts' e 1997, pe e filmoù skinwel, evel e 2003, evit NBC e daou eus an heuliad Mister Sterling.
E 2004 e voe embannet he buhez How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale, bet c'hwec'h sizhun e roll ar levrioù muiañ gwerzhet gant an New York Times . Krouet he deus un istor treset, anvet Jenna Jameson's Shadow Hunter, embannet gant Virgin Comics e 2008. C'hoariet he deus er film spont ha fent Zombie Strippers, e 2008 ivez.

He buhez kemmañ

 
Jenna Jameson e 2006

Jenna Marie Massoli, ganet e Las Vegas, Nevada, zo merc'h da Lawrence Massoli ha Judith Brooke Hunt. He zad zo a orin italian hag ofiser polis, ha rener programoù ar skinwel KVBC-TV. He mamm a oa dañserez e Las Vegas er Tropicana Resort & Casino.[7],[8] . Marvet e oa he mamm gant ur melanoma e 1976, pa ne oa ket 2 vloaz c'hoazh.[2]. Gant priz al louzeier e oa aet buan ar stal da stalig, hag ar stalig da nebeud a dra, ha ret e voe mont da lec'h all: e Nevada, Arizona, Montana, chom en ur garavanenn, gant he mamm-gozh. He zad a laboure e polis Las Vegas, ha kamaradez tost e oa d'he breur henañ Tony.[9] . A-hed he bugaleaj eo bet enskrivet e kentelioù koroll ha sachet e-barzh kentstrivadegoù koantiz.[10]. E DVD ar film Zombie Strippers e lavar he deus embreget an dañs e-pad 15 vloaz. En he buhezskrid e kont penaos, e miz Here 1990, pa oa an tiegezh o chom war ar maez en un domani sevel chatal, e Fromberg, Montana, e oa bet meinataet ha gwallet gant pevar faotr goude ur c'hoariadeg mell-droad amerikan el lise Fromberg High School.[9]. Kement-se a c'hoarvezas pa oa o c'hoari biz-meud da vont d'ar gêr, goude ma oa savet er c'harr gant ar pevar faotr

En deroù kemmañ

Klask a reas ober evel he mamm ha dañsal e Las Vegas evel "showgirl", met ne voe ket kemeret peogwir ne oa ket mentek a-walc'h, ne oa ket 173 cm.[11]. Fret a gavas e Disneyland Resort,[7] met kuitaat a reas al labour a-benn daou viz He c'hentañ anv dañserez e oa "Jennasis",[8] a vo anv he ur gompagnunezh ("Jennasis Killing Co.").[12]. Goude he deus kemeret an anv "Jenna Jameson" pa oa dougerez-dilhad goude sellout el levr-pellgomz da glask un anv-tiegezh aglotfe brav gant hec'h anv-badez hadibabet he deus Jameson abalamour d'ar whiskey-se a blij dezhi evañ.[2][13] Pa oa er skol (high school) e oa krog da gemer drammoù, kokain, LSD, ha metamfetamin e kompagnunezh he breur a oa aet war an heroin[7]) hag he zad zoken.[9] War washaat e oa aet he sujedigezh d'an drammoù evel-just e-pad ar pevar bloaz a dremenas gant he mignon. Paouezet e oa da zebriñ (unan eus efedoù an heroin) ken e veze kavet re boan d'ober poltredoù. Kuitaet e voe gant ar paotr e 1994 pa ne boueze nemet 34 c'hilo ken. Ur c'hamarad a lakaas anezhi en ur gador rodek da gas d'he zad en-dro.

He filmoù pornografek kemmañ

 
En AVN Adult Entertainment Expo 2007, January 12, 2007. Ur veleganez klasel, anat hec'h enplantadennoù.

Jenna a lavar e oa krog gant ar filmoù pornografek abalamour da gas an dorzh d'ar gêr d'he dousig Jack ha ne veze ket gwall fur.[3] Kentañ film erotek a reas a voe graet e 1993,

He buhezskrid kemmañ

Berzh ken ha ken en deus graet he levr How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale kenkent ha deuet er-maez e miz Eost 2004, kenskrivet gant Neil Strauss, a a genlabour gant an The New York Times ha Rolling Stone, embannet gant ReganBooks, ur rann eus HarperCollins. C'hwec'h sizhun-pad e voe war listennad gwellañ gwerzhioù an New York Times. Troet eo bet en alamaneg (Pornostar. Die Autobiographie) e 2005 hag e spagnoleg (Como Hacer El Amor Igual Que Una Estrella Del Porno e 2006.

Filmoù all kemmañ

Gwelet eo bet Jenna Jameson e 2001 en ur video evit ar ganaouenn "Without Me gant Eminem[14]

Politikerezh kemmañ

N'eo ket brudet evel un emsaverez politikel met aet eo a-enep an doareoù drouk ouzh al loened, ha graet ur video a-enep doareoù ar gompagnunezh kig-yar Kentucky Fried Chicken[15]

Loreoù kemmañ

 
Receiving XRCO Hall of Fame award at the XRCO awards, June 2, 2005

Buhez prevez kemmañ

 
Gant he fried kentañ Jay Grdina, e 2005

</ref>,[16] --> E miz Du 2006 e lavaras Ortiz en The Howard Stern Show, e kare Jenna Jameson, ha ne rae ket filmoù pornografek ken hag o devoa un darempred sirius .[17] E 2006 e c'houlennas Jenna Jameson dizimeziñ digant Grdina.[18] Kinnig a reas Ortiz ha komz eus o c'harantez en abadenn an 2008 AVN Adult Movie Awards pa oa o kinnig ur priz. Gwelet eo bet ivez e div abadenn eus The Celebrity Apprentice o sikour Ortiz en e drevelloù.

In March 2007 at the AVN Awards, Jameson blamed her appearance on the divorce proceedings.[19]

Jenna Jameson he doa embannet e 2008 e oa dougerez hag o c'hortoz gevelled a zo ganet e miz Ebrel 2009[20],[21].

Notennoù kemmañ

  1. Hollie McKay (2008-11-07). Pop Tarts: Jenna Jameson Wants to Make Porn Name Official. Fox News. Kavet : 2008-11-10.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Aussenard, Jean-Paul (2005-03-27). How a Young Adult Star Turned Porn into Profit and Prominence. E! True Hollywood Story. E! Online. Diellet er skrid orin d’an 2005-03-28. Kavet : 2006-08-15.
  3. 3,0 ha3,1 The (Porn) Player. by Matthew Miller, Forbes magazine (July 4, 2005). Kavet : February 1, 2007.
  4. "Jenna Jameson's Forbidden Desires". by Vanessa Grigoriadis, Rolling Stone magazine, August 11, 2004. Retrieved February 1, 2007. Reprinted as "Jenna Jameson: Girl On Top", by Vanessa Grigoriadis, The Independent (September 05, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  5. A Star Is Porn. by Dan Ackman, Wall Street Journal, August 27, 2004, Page W13. Online at author's web site. Kavet : February 1, 2007.
  6. Jenna Jameson page at Gamelink.com. Kavet : April 9, 2008.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 At Home with Jenna Jameson: Off Camera, Cashmere and Crosses. by Dinitia Smith, The New York Times (April 15, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  8. 8,0 ha8,1 "Porn star's book walks wild side". by Norm Clarke, Las Vegas Review-Journal (September 8, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  9. 9,0 9,1 ha9,2 The porn broker. by Adam Higginbotham, October 9, 2004, Telegraph Magazine, presented by The Age. Retrieved February 1, 2007. Also reprinted in a slightly edited form as "A life of ups and downs", Sydney Morning Herald (December 4, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  10. Jenna Jameson. AskMen.com Model of the Week feature. Kavet : February 1, 2007.
  11. Showgirls vs. dancers. Las Vegas Review-Journal (July 27, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  12. WIPO Domain Name Decision: D2004-1042. Nels T. Lippert, World Intellectual Property Organization (February 15, 2005). Kavet : February 1, 2007.
  13. Jenna Jameson: Ever wonder how she got her tits?. Video at Metacafe.com. Kavet : February 1, 2007.
  14. "VMA Lens Recap: The Story Behind Eminem's 'Without Me'", by Corey Moss, Aug 26 2002 MTV. Retrieved August 20, 2009.
  15. Jenna Jameson Speaks Out Against KFC, Retrieved 2007-11-19.
  16. Porn Star Too Hot for Marines. Page Six", November 1, 2006, New York Post. Diellet er skrid orin d’an November 9, 2006. Kavet : February 5, 2007.
  17. Howard Stern show summary. Howard Stern.com (November 30, 2006). Kavet : February 5, 2007.
  18. Jenna Jameson files for divorce. United Press International (December 12, 2006). Kavet : February 5, 2007.
  19. Robin Leach (2007-03-23). "Jenna Jameson Fires Back and Blames Weight Loss on Triple Ex-Hubby, Not Anorexia". Vegas Pop. Kavet : 2007-04-01.
  20. Samia Sehgal (2008-09-23). Jenna Jameson confirms being pregnant with Twins. themoneytimes.com. Kavet : 2008-09-23.
  21. Jameson Confirms That She's Expecting Twins. WSCC-FM (2008-09-23). Kavet : 2008-09-23.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.