Ar jinjebr a zo plant eus ar c'herentiad Zingiberaceae, o anv skiantel Zingiber officinale, a vez implijet ar gwrizioù anezho evel temz-boued evit keginañ e meur a vro.

Un tamm jinjebr

En Azia e kresk ar plant-se (Sina, India) ha gounezet e vez bremañ e meur a vro all en Azia hag ivez en Afrika hag en Amerika.

Evit keginañ e implijer gwriziennoù, a c'haller prenañ fresk - hag a rasker goude a-benn kaout tammoù bihan - pe e stumm poultr disec'het. Ober a reer gant jinjebr evit fardañ meur a dra : legumaj, meuzioù gant kig, bara-mel, madigoù, likorioù hag evajoù all evel ar bier anvet Ginger Ale.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.