Johanna Sinisalo zo ur skrivagnerez finlandat ganet e 1958 e hanternoz Finland.

Johanna Sinisalo

Skrivañ a ra evit ar skinwel goude bezañ bet o labourat e bed ar bruderezh hag ar c'hazetennerezh.

En he romant kentañ Ennen päivänlaskua ei voi (Morse kent ar c'huzh-heol) e vesk ar mojennoù hengounel hag ar vuhez a-vremañ e Finland o kontañ istor ur paotr a ro bod d'un troll.