John Jones Maesygarnedd

John Jones Maesygarnedd (159717 a viz Here 1660) zo ur C'hembread a voe e-touez an dud kiriek da varv ar roue Charlez I, roue Bro-Saoz. Breur-kaer e oa da Oliver Cromwell, Aotrou Gwarezer Bro-Saoz.

E vuhez kemmañ

 
Maesygarnedd

Ganet e voe en atant Maesygarnedd (pe Maes y Garnedd) e traoñienn Nantcol, en Ardudwy, e kreisteiz Gwynedd hiziv. Dre ma ne oa ket mab henañ an tiegezh e voe kaset da vevel da Londrez.

E deroù Brezel Diabarzh Bro-Saoz ez eas John Jones e-barzh arme ar Parlamant. E 1646 e voe o’n em gannañ e hanternoz Kembre, evel koronal en arme Thomas Mytton, hag er bloavezh war-lerc’h ez eas da gannad er Parlamant evit Sir Feirionnydd.

Ezel e oa eus al lez-varn a varnas Charlez I e dibenn ar Brezel Diabarzh. Bez’ e voe neuze unan eus ar re a sinas kondaonidigezh ar roue d’ar marv.

E 1650 ez eas da gomiser evit melestriñ Iwerzhon hag e 1655 e voe anvet d’ur post heñvel evit hanternoz Kembre. Mervel a reas e wreg kentañ en Iwerzhon ha dimeziñ a reas John Jones en-dro, da Katherine, c’hoar Oliver Cromwell, e 1656.

Goude marv Cromwell ha dilez e vab Richard Cromwell, e voe harzet John Jones ha toullbac’het, gant soudarded ar jeneral George Monck, e 1660. Kondaonet e voe, evel "treitour", ha krouget, kent bezañ divouzellet ha dispennet e gorf, e Londrez, d’ar 17 a viz Here 1660.

Troet-kenañ e oa John Jones gant ar relijion ha kenskrivañ a rae gant Morgan Llwyd ha Vavasor Powell. Gantañ e voe lakaet embann skridoù gant Morgan Llwyd, en Iwerzhon.

Liamm diavaez kemmañ