Join, or Die (saozneg a dalvez Unvaniñ pe mervel) a zo titl ur flemmskeudenn bolitikel brudet savet gant Benjamin Franklin hag embannet evit ar wech kentañ er Pennsylvania Gazette d'an 9 a viz Mae 1754. Skeudenn goshañ unvaniezh an trevadennoù savet gatn un trevadenner breizhveuriat e SUA eo. Ur c'hoadengravadur eo, ma weler un naer rannet en eizh lodenn, padal e oa trizek trevadenn en holl. Dindan kement lodenn a zo e lenner pennlizherenn unan eus an trevadennoù amerikan, pe hini ur rannvro. Arouezet eo Bro-Saoz Nevez (N.E., New England) gant ul lodenn nemetken, padal e oa peder zrevadenn enni d'ar mare-se. Delaware ha Georgia n'emaint ket war an dresadenn.

Join or Die
"First Navy Jack", banniel-staon morlu SUA

Embannet e voe ar flemmskeudenn e-kichen ur pennad-stur savet gant Benjamin Franklin ma skrive diwar-benn ar «stad a zisrann» a oa en trevadennoù.

Massachusetts Spy ar 7 a viz Gouere 1774

Gant an Dispac'h amerikan o tostaat e voe implijet an arouez en-dro, hag ouzhpenn arouez an trevadennoù e teuas da vezañ. D'ar 7 a viz Gouere 1774 e voe lakaet e-kichen titl ar gazetenn Massachusetts Spy gant he c'hrouer Paul Revere. Lakaat a reas an aner da stourm ouzh an aerouant saoz[1]. An naer a weler ivez war banniel-staon morlu SUA (First Navy Jack e anv) hag ivez war Banniel Gadsdeng.

Notenn kemmañ

  1. http://www.loc.gov/exhibits/us.capitol/s1.html#gadsden A More Perfect Union: Symbolizing the National Union of States, Library of Congress