Joseph von Eichendorff

Joseph Freiherr von Eichendorff (10 a viz Meurzh 1788 - 26 a viz Du 1857) a oa ur barzh hag ur romantour prusian.

Joseph von Eichendorff

Buhez kemmañ

Ar baron von Eichendorff zo bet ganet e Schloss Lubowitz, e-kichen Ratibor, e Silezia, da Adolf Freiherr von Eichendorf, ofisour en arme Prusia, ha Karoline Freiin von Kloche, ganet en ur familh tudjentil katolik.

Etre 1793 ha 1801 e voe desavet en tiegezh gant e vreur Wilhelm. E miz Here 1801 avat e voent kaset da likez katolik Breslau hag e chomjont e kouent Sant-Jozeb betek ar bloaz 1804.
Goude-se, Joseph von Eichendorff a yeas kuit da studiañ ar Gwir e skol-veur Halle (1805-1806) ha hini Heidelberg (1807-1808), ma reas anaoudegezh gant ar barzh Isidorus Orientalis. Hennezh en devoe ul levezon kreñv warnañ ha war ec’h oberennoù.
E 1808 e krogas gant ur veaj a « zeskadurezh » en Europa, ma weladennas Pariz ha Vienna. E 1809 e tistroas da Lubowitz evit kenskoazellañ e dad ha merañ madoù ar familh.

E Berlin edo Eichendorff e-pad ar goañvezh 1809-1810. Eno e kejas ouzh Johann Gottlieb Fichte, Achim von Arnim, Clemens Brentano ha Heinrich von Kleist. Echuiñ a reas e studioù e Vienna e 1810-1812.
Etre 1813 ha 1815 e stourmas e brezelioù dieubiñ, da vare ar c’hwec'hvet hag ar seizhvet kenunaniezh a-enep Napoleon Iañ. Degemeret e voe e melestradurezh Prusia e 1816 en ur vezañ stajiad e Breslau. E 1817 e voe ganet e verc’h, Thereza hec’h anv.

 
An ti e Köthen

E 1821 e voe kuzulier e skol iliz katolik Danzig, hag Oberpräsidient (kannad Stad Prusia) e Königsberg e 1824. E 1831 en em stalias e Berlin gant e familh, evit labourat dindan renerezh lies ministrerezhioù.
E 1841 e voe anvet da guzulier kuzh ar Gouarnamant. Tri bloaz goude e roas e zilez avat, da heul un diforc’h meno a selle ouzh ar gofesion, hag e tec’has kuit gant e wreg Louise, e verc’h Thereza hag an ofisour prusian Louis von Besserer-Dahlfingen. Evit treiñ kein ouzh gwalleurioù an dispac’h a oa o tarzhañ e veajas e Dresden ha Köthen e 1849.
Ti ar Major Nicolaus Joseph von Holly-Ponienczecz a voe prenet gant Thereza er gêr-se e 1854. Distreiñ da Göthen a reas Eichendorff e miz Ebrel 1855, ha betek miz Here e chomas eno. Etre 1856 ha 1857 e voe kouviad Heinrich Förster, en e genkiz e Breslau, anvet « Schloss ("kastell") Johannisberg ».

D’ar 26 a viz Du 1857 e varvas Joseph Freiherr von Eichendorff e Neisse, e Silezia Uhel.

 
Savadur en enor da Eichendorff

Pal ar Gevredigezh Eichendorff, a voe savet e 1931, eo studiañ buhez, oberennoù ha levezon Joseph von Eichendorff. Etre 1935 ha 1943 e voe roet ur priz Joseph Freiherr von Eichendorff.
E 1956 e voe krouet ur priz lennegel « Eichendorff » gant Kelc’hiad Wangen, hag ur mirdi gouestlet d’ar skrivagner zo digor e Wangen im Allgäu.

Aus dem Leben eines Taugenichts : e bennoberenn kemmañ

Ar romant Aus dem Leben eines Taugenichts, "A-zivout buhez ur mat-da-netra" (1826) eo pennoberenn Joseph von Eichendorff.

Ar garantez hag ar beajoù a ra danvez al levr, evel ma oa dleet e skridoù romantel ar mare-se.
Kuitaat a ra an haroz milin e dad ha mont da [liorzh]]our en ur c’hastell e Vienna. Buan e kouezh e garantez evit ur plac’h hag a zo, hervezañ, merc’h an Dug. N’eo ket diouzh he renk ha, ken dibosupl eo ar garantez etrezo, e tiviz mont kuit da Italia. Pa zistro da Vienna e kompren ec'h eo bet faziet merc’h an denjentil gant e garantez. Ha hounnezh zo bet desavet gant an Dug hep bezañ eus e wad. Ha netra na vir outo da zimeziñ eta !

Oberennoù pennañ kemmañ

  • Die Zauberei im Herbst, "Hudourieh an diskar-amzer" (1808 )
  • Oberschlesische Märchen und Sagen, "Kontadennoù ha mojennoù eus Silezia-Uhel" (1808-1810)
  • Ahnung und Gegenwart, "Raksant ha beziadelezh" (1815)
  • Das Marmorbild, "An delwenn varmor" (1819)
  • Aus dem Leben eines Taugenichts, "A-zivout buhez ur mat-da-netra" (1826)
  • Dichter und ihre Gesellen, "Ar varzhed hag o c'havandidi" (1833)
  • Viel Lärmen um nichts, "Kalz trouz diwar-benn netra" (1833)
  • Auch ich war in Arkadien, "Me ivez a oa en Arkadia" (1834 pe 1838)
  • Die Meerfahrt, "Ar veak war vor" (1835)
  • Das Schloss Dürande, "Kastell Dürande" (1837)
  • Die Entführung, "Ar skrapadenn" (1839)
  • Die Glücksritter, "An avanturer" (1841)
  • Libertas und ihre Freier, "" (1848)