Joyce Banda (ganet d'an 12 a viz Ebrel 1950) zo ur bolitikourez eus Malawi, bet ministrez an Aferioù estren eus 2006 da 2009 ha besprezidantez ar vro adalek miz Mae 2009.

Joyce Banda e miz Eost 2012

Goude marv Bingu wa Mutharika eo bet lakaet Joyce Banda da brezidantez Malawi en etrekarg d'ar 7 a viz Ebrel 2012. Mont a reas war ar renk evit dilennadeg ar prezidant e 2014 met n'erruas nemet da drede, ha mont a reas an trec'h gant Peter Mutharika.