Juba Iañ (en berbereg Yuba pe Youva) (wd 85 kent JK - 46 kent JK), a oa diwezhañ roue Numidia ar reter.

Juba Iañ

Mab e oa d'ar roue Hiempsal II ha ren a reas war-lerc'h e dad. Tad e oa da Juba II, a renas war e lerc'h hag a voe roue Mauretania (52 kent JK. - 23 goude JK.).

Ren a reas adalek 60 betek e varv e 46 kent JK. Emglev en doa graet gant Pompeius, ha trec'het e voe gant Julius Caesar en emgann Thapsus.

Gant Petreius Marcus e klaskas repuiñ e kêr Zama (Tunizia a hiziv, brudet abalamour da emgann Zama a c'hoarvezas war-dro 200 kent JK), met prennet e kavas perzhier kêr.

En em lazhañ a rejont, an eil o sikour egile, en 46 kent JK en un ti digenvez.

E vab Juba II, 6 vloaz, a voe diskouezet e trec'hlid Caesar.

Proviñs kemmañ

Dont a reas rouantelezh Numidia da vout ur broviñs roman neuze, anvet Africa nova.

Levrlennadur kemmañ