Juhel of Totnes[1] a oa ur brezelour brezhon a eas gant arme Gwilherm an Alouber, dug Normandi, da vrezeliñ da Vro-Saoz en XIvet kantved.

E vuhez kemmañ

 
Moudenn kastell Totnes

E 1069 e oa unan eus pennoù-brezel ar bagadoù brezhon a yeas d'en em gannañ ouzh ar vrezelourien chomet feal da Harold II[2]. Aotrou e oa e Totnes, hiziv e kreisteiz kontelezh Devon, ha dezhañ meur a vaner e mervent Bro-Saoz en amzer an Domesday Survey e 1086[3].
Diberc'hennet e voe avat ur pennad goude. Hervez an istorour Frank Barlow[4]. N'ouzer ket perak e voe kaset kuit gant Gwilherm II, mab da Gwilherm an Alouber, ha kemeret e lec'h gant Roger of Nonant, mignon d'ar roue.

Merc'h kemmañ

Ur verc'h en doe, Aenor, dimezet da Philip de Braose[5], mab da William de Braose, 1st Lord of Bramber.

Levrlennadur kemmañ

  • John Bryan Williams, Judhael of Totnes: The Life and Times of a Post-Conquest Baron, Anglo-Norman Studies 16 (1993) pp. 271–289

Notennoù kemmañ

  1. Judel, Judhel, Judael, Judhael, Joel of Totnes, Judhel de Totenais, Judhellus filius Aluredi, Juhel fitz Alfred
  2. E. M. R. Ditmas, Reappraisal of Geoffrey of Monmouth's Allusions to Cornwall, Speculum, Vol. 48, No. 3 (Jul., 1973), pp. 510-524.
  3. Da skouer Clawton[1], Broadwood Kelly[2], Bridford[3], Cornworthy[4].
  4. William Rufus (1983), p. 171.
  5. [5], [6]

Liammoù diavaez kemmañ

Pennad kar kemmañ