Jules Bianchi
Jules Bianchi e 2009
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Deiziadoù 3 a viz Eost 1989- 17 a viz Gouhere 2015
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 17
Bloavezhioù
o redek
abaoe 2013
Skipailhoù Marussia (abaoe 2013)
Prizioù Bras 19
Trec'hioù 0
Plasoù pol 0
Podiomoù 0
Titloù N'eus ket

Ur blenier gall eo Jules Bianchi, bet ganet d'an 3 a viz Eost 1989 e Nisa, Okitania, Bro-C'hall, ha marvet er memes kêr d'ar 17 a viz Gouhere 2015 da heul ur gwallzarvoud c'hoarvezet e-kerzh Priz Bras kirri Japan e miz Here 2014, hag a rede e Formulenn 1 gant Marussia e 2013. Kampion 2009 e F3 Euroseries e oa ivez, ha redet en doa e GP2 Series hag e World Series by Renault el lec'h ma stourme evit bezañ kampion, hep trec'hiñ avat. Niz-bihan ar blenier Lucien Bianchi eo.

Gortozet e oa evit dont da vezañ blenier Force India el lec'h m'en deus graet ur bloavezh evel trede blenier met anvet eo bet blenier e Marussia e plas Luiz Razzia.

E red-vicher kemmañ

GP2 Series kemmañ

Disoc'hoù e kevezadeg GP2 kemmañ

Bloavezh Skipailh Redadegoù Plasoù pol Trec'hioù Podiomoù Poentoù Renkadur
2010 ART Grand Prix 17 3 0 4 52 3de
2011 Lotus ART GP 18 1 1 6 53 3de

WSR kemmañ

Formulenn 1 kemmañ

O kregiñ e-barzh gant Marussia kemmañ

Hir-tre a oa goañv 2013 evit Bianchi, a oa evezhiet ouzh Adrian Sutil evit eil plas Force India, met dibabet eo bet Sutil e-lec'h Bianchi. Un nebeud devezhioù goude avat eo bet anvet Bianchi evel blenier Marussia e-lec'h Luiz Razzia a oa echu e doullad arc'hant buan a-walc'h, nemet daou zevezh a-raok fin an esaeoù. Ar Priz Bras kentañ a oa mat gantañ, o vezañ kevezusoc'h eget ar c'hCaterhamoù, pal Marussia abaoe tri bloaz.

Disoc'hoù e kevezadeg Formulenn 1 kemmañ

Bloavezh Skipailh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Prizioù Bras Plasoù pol Trec'hioù Podiomoù Dilezeloù Troioù gwellañ Poentoù Renkadur
2013 Marussia F1 Team MR02 Cosworth V8 Pirelli 1 0 0 0 0 0 0 15vet

Da welout kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1