Julius Schaub (20 a viz Eost 1898 e München - 27 a viz Kerzu 1967 e München) a oa eil-a-gamp Adolf Hitler e dibenn an Eil Brezel-bed. E 1944 e voe roet ar grad a SS-Obergruppenführer dezhañ.

Julius Schaub (an eil hini a-zehou) da vare sinadur Emglevioù München gantAdolf Hitler 1938

E 1940 e teuas da vezañ eil-a-gamp Hitler. Dres goude irienn an 20 a viz Gouere 1944 e roas Hitler medalennoù d'an holl re bet gloazet pe marvet abalamour d'an taol-se. Hervez an eiled-a-gamp all e oa Schaub en ur savadur all da vare ar gwalldaol, met lavarout a reas memestra e oa bet gloazet a-benn kaout ur vedalenn.

Da vare emgann Berlin e dibenn ar brezel ez eas Schaub da repuiñ e-pad ur pennadig er Führerbunker. D'an 22 a viz Ebrel 1945 e kuitaas anezhañ, pa c'houlennas Hitler gantañ mont da zeviñ holl e zielloù hag e zilhad chomet en e ranndioù e München hag en Obersalzberg.

Levrlennadur kemmañ

  • Julius Schaub hag Olaf Rose : Julius Schaub - in Hitlers Schatten : Erinnerungen und Aufzeichnungen des Chefadjutanten 1925 - 1945; Stegen/Ammersee : Druffel und Vowinckel, 2005

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.