Juninho Pernambucano

Juninho Pernambucano, pe Antônio Augusto Ribeiro Reis Júnior, anavezetoc'h evel Juninho hepmui, ganet e Recife, kêr-benn Pernambuco, e Brazil, d'an 30 a viz Genver 1975, zo ur melldroader etrebroadel brazilian. Deuet eo da vezañ gall e 2007.

Kampion Brazil eo bet div wech ha kampion Bro-C'hall seizh gwech. C'hoariet en devoa evit an Olympique lyonnais etre 2001 ha 2009. E 2009-2010 edo o c'hoari e kleub Al Gharrafa Doha, e Qatar.